10 Lavarout a raen: Pa'z eo sioul va deizioù, mont a ran betek dorojoù lec'h ar marv, lamet eo diganin an nemorant eus va bloavezhioù.
Peseurt nerzh am eus evit esperout? Peseurt diwezh e vo va hini evit pasiantiñ?
Dalc'h soñj n'eo va buhez nemet ur c'hwezhadenn, ha n'adwelo ken va lagad an eürusted.
Diskaret en deus va nerzh en hent, berraet en deus va deizioù.
Lavaret em eus: Va Doue, na'm dilam ket e-kreiz va deizioù. Da vloavezhioù a bad a oad da oad.
o ene en doa euzh ouzh pep boued, stekiñ a raent ouzh dorioù ar marv.
Me a lavare em hastidigezh: Lamet on a-zirak da zaoulagad. Met selaouet ec'h eus mouezh va fedennoù, pa em eus kriet dit.
Kement a gav da zorn d'ober, gra-eñ hervez da c'halloud, rak n'eus na labour, na soñj, na anaoudegezh, na furnez e lec'h ar marv m'emaout o vont.
En amzer-se e voe Ezekiaz klañv da vervel. Ar profed Izaia mab Amoz a zeuas d'e gavout hag a lavaras dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Laka urzh e-barzh da di, rak mont a rez da vervel ha ne vevi ken.
Skrid Ezekiaz roue Juda, pa voe klañv ha pa voe yac'haet eus e gleñved:
An doureier o deus va c'helc'hiet betek an ene, an donder en deus va goloet, korz o deus en em gorvigellet en-dro da'm fenn.
Hag en em sellemp hon-unan evel tud kondaonet d’ar marv, evit na lakajemp ket hor fiziañs ennomp hon-unan, met e Doue a adsav a varv.