Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 38:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 En amzer-se e voe Ezekiaz klañv da vervel. Ar profed Izaia mab Amoz a zeuas d'e gavout hag a lavaras dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Laka urzh e-barzh da di, rak mont a rez da vervel ha ne vevi ken.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 38:1
16 Iomraidhean Croise  

Hag e lavaras: Pa oa c'hoazh bev ar bugel, yunet ha gouelet em eus, rak lavarout a raen: Piv a oar ha n'en devo ket an AOTROU truez ouzhin, ha ne vevo ket ar bugel?


Akitofel, o welout ne oa ket graet ar pezh en doa aliet, a zibras e azenn, a savas hag a yeas d'e di en e gêr. Goude m'en doe lakaet urzh en e di, en em grougas hag e varvas. Hag e voe sebeliet e bez e dad.


En deizioù-se, Ezekiaz a voe klañv d'ar marv, hag e pedas an AOTROU. An AOTROU a gomzas outañ hag a roas dezhañ un arouez.


Kement a gav da zorn d'ober, gra-eñ hervez da c'halloud, rak n'eus na labour, na soñj, na anaoudegezh, na furnez e lec'h ar marv m'emaout o vont.


Gweledigezh Izaia mab Amoz, en deus gwelet diwar-benn Juda ha Jeruzalem, e deizioù Ozia, Jotam, Akaz hag Ezekiaz, rouaned Juda.


Goude e kasas Eliakim merour ar palez ha Shebna ar skrib, gant an henaourien a-douez an aberzhourien, goloet a seier, etrezek ar profed Izaia mab Amoz.


Izaia mab Amoz a gasas da lavarout da Ezekiaz: Evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Pedet ec'h eus diwar-benn Sankerib roue Asiria,


Ha Doue a welas ar pezh a raent, ha penaos e tistroent eus o hent fall. Doue en deus bet keuz d'an droug en doa komzet ober dezho, ha n'en reas ket.


Jonaz en em lakaas da vont tre e kêr, hed un devezh bale. Hag e krie o lavarout: Daou-ugent devezh c'hoazh, ha Ninive a vo distrujet!


Kouezhañ a reas klañv en amzer-se hag e varvas. Goude ma voe bet gwalc’het, e voe lakaet en ur gambr uhel.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan