Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 37:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Hag e lavarjont dezhañ: Evel-henn e komz Ezekiaz: An deiz-mañ a zo un deiz a enkrez, a gastiz hag a zismegañs. rak ar vugale a zo deuet betek ar poent da vezañ ganet, met n'eus ket a nerzh da wilioudiñ.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 37:3
20 Iomraidhean Croise  

Hag e lavarjont dezhañ: Evel-henn e komz Ezekiaz: An deiz-mañ a zo un deiz a enkrez, a gastiz hag a zismegañs. Rak ar vugale a zo deuet betek ar poent da vezañ ganet, met n'eus ket a nerzh da wilioudiñ.


met en o enkrez e tistrojont d'an AOTROU, Doue Israel, hag e glasket o deus, ha kavet eo bet ganto.


ha va asped en deiz da estrenvan: me a zieubo ac'hanout ha te a roio gloar din.


Va aspediñ a raio hag e selaouin anezhañ, hag e vin gantañ en anken, hag en tenin ac'hane, hag e roin gloar dezhañ.


Hiziv, mar klevit e vouezh, na galedit ket ho kalon evel e Meriba, evel en deiz Masa er gouelec'h;


Rak un deiz a drubuilh eo, a zistruj hag a spont a-berzh an Aotrou, AOTROU an armeoù, e traonienn ar gweledigezhioù; diskaret eo ar voger, hag e vez klevet er menez kriadennoù a estrenvan.


Lonkañ a raio ar marv en trec'h; an Aotrou AOTROU a sec'ho an daeroù diwar an holl zremmoù, hag a lakaio dismegañs e bobl da dec'hout kuit a-ziwar an douar holl, rak an AOTROU en deus komzet.


AOTROU, en o estrenvan ez ejont da'z kavout, stlabezet o deus o c'hlemmoù pa'z eo bet da gastiz warno.


Hag e stardin Ariel, ne vo nemet garmoù ha klemmoù, hag e vo evidon evel un Ariel.


AOTROU, az pez truez ouzhimp! Ni a zo en gortoz ac'hanout. Bez o brec'h adalek ar beure, hag hor silvidigezh en amzer ar glac'har.


Ganet he deus a-raok bezañ er poanioù, dieubet eo bet eus ur paotr a-raok gouzañv gwentloù ar gwilioud.


Me a zigor ar mammog, ha ne lakain ket da c'henel? eme an AOTROU. Me a laka da c'henel, hag e serrin ar mammog? eme da Zoue.


Siwazh! An deiz-se a zo bras, ha n'eus ket bet unan heñvel outañ. Un amzer a enkrez eo evit Jakob, met dieubet e vo diouti.


Poanioù an hini a wilioud a zeuio warnañ, ur mab diskiant eo, en amzer dereat n'en em zalc'h ket evit gwelout an deiz.


Hag ez in kuit, hag e tistroin da'm lec'h, betek ma'c'h anavezint ez int kablus ha ma klaskint va dremm. En o enkrez, e klaskint ac'hanon gant pres.


Efraim a vo en glac'har da zeiz ar c'hastiz. Un dra wirion a zisklêrian e-touez meuriadoù Israel.


Tamall ha kastizañ a ran ar re holl a garan. Az pez gred eta ha keuz.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan