Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 37:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Goude e kasas Eliakim merour ar palez ha Shebna ar skrib, gant an henaourien a-douez an aberzhourien, goloet a seier, etrezek ar profed Izaia mab Amoz.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 37:2
15 Iomraidhean Croise  

Hag e c'halvjont ar roue. Eliakim mab Hilkija, merour ar palez, a yeas d'o c'havout, gant Shebna ar skrib ha Joak mab Azaf an diellour.


Goude e kasas Eliakim merour ar palez ha Shebna ar skrib, gant an henaourien a-douez an aberzhourien, goloet a seier, etrezek ar profed Izaia mab Amoz.


Ha mintin mat e savjont hag ez ejont etrezek gouelec'h Tekoa. Hag evel ma'z aent, Jozafad en em zalc'has eno hag a lavaras: Juda ha tud Jeruzalem, selaouit-me! Kredit en AOTROU ho Toue, hag e viot e surentez. Kredit e brofeded, hag e reot berzh.


Pa anavezas Mardoke ar pezh a c'hoarveze, e rogas e zilhad, e wiskas ur sac'h ha ludu, hag ez eas dre gêr o krial gant kriadennoù kreñv ha c'hwerv.


Gweledigezh Izaia mab Amoz, en deus gwelet diwar-benn Juda ha Jeruzalem, e deizioù Ozia, Jotam, Akaz hag Ezekiaz, rouaned Juda.


en amzer-se e komzas an AOTROU dre Izaia mab Amoz o lavarout: Kae, distag ar sac'h diouzh da zivgroazell, lam da votoù eus da dreid. Hag evel-se e reas, o vont en noazh ha divotoù.


E-pad ma c'halve an Aotrou, AOTROU an armeoù, da ouelañ en deiz-se, da huanadiñ, da douzañ ho pennoù, da c'hourizañ ar sac'h,


Evel-henn e komz an Aotrou, AOTROU an armeoù: Kae da gavout an teñzorier-mañ, Sebna, mirour ar palez, ha lavar:


En deiz-se e c'halvin va servijer Eliakim mab Hilkija,


Eliakim mab Hilkija, merour ar palez, a yeas d'e gavout gant Shebna ar skrib ha Joak mab Azaf an diellour.


P'en doe resevet Ezekiaz al lizher eus dorn ar gannaded hag e lennet, e pignas da di an AOTROU; Ezekiaz a zisplegas anezhañ dirak an AOTROU.


Izaia mab Amoz a gasas da lavarout da Ezekiaz: Evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Pedet ec'h eus diwar-benn Sankerib roue Asiria,


En amzer-se e voe Ezekiaz klañv da vervel. Ar profed Izaia mab Amoz a zeuas d'e gavout hag a lavaras dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Laka urzh e-barzh da di, rak mont a rez da vervel ha ne vevi ken.


En em c'hourizit ha dougit kañv, aberzhourien! Hirvoudit, servijerien an aoter! Deuit ha tremenit an noz gwisket a seier, servijerien va Doue! Rak difennet eo ouzh an donezon hag an evadkinnig dont e ti ho Toue.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan