Hag ez aint er-maez hag e welint korfoù marv an dud o devo pec'het em enep, rak o freñv ne varvo ket hag an tan ne vougo ket, hag e vint evit pep kig un dra euzhus.
Ar re a vo lazhet gant an AOTROU en deiz-se a vo astennet eus ur penn d'an douar d'egile, ne vo ket gouelet warno, ne vint ket dastumet na sebeliet, met evel teil e vint war-c'horre an douar.
Da zilezel a rin war an douar, da daolin war c'horre ar parkeier, lakaat a rin holl laboused an neñvoù da chom warnout, hag e roin o gwalc'h ac'hanout da loened an douar holl.
Hag e varnin anezhañ dre ar vosenn ha dre ar gwad, hag e rin d'ar glav kouezhañ warnañ, war e vagadoù ha war ar pobloù niverus a vo gantañ, glav-bil, mein-grizilh, tan ha soufr.
En deiz-se e roin da C'hog ur bez en Israel, Traonienn an Dremenidi, e sav-heol d'ar mor. Eno e vo harzet hent ouzh an dremenidi, hag e vo sebeliet Gog hag e holl engroez, hag e vo galvet Traonienn Engroez Gog.
Kouezhañ a ri war venezioù Israel, te ha da holl vagadoù hag ar pobloù a vo ganit. Da roet em eus da voued d'an evned-preizh a bep seurt ha da loened ar parkeier.
Pellaat a rin diouzhoc'h enebour an hanternoz, hag e kasin anezhañ kuit d'ur vro sec'h ha glac'haret, e rakward etrezek mor ar sav-heol, hag e ward-adreñv etrezek mor ar c'huzh-heol. Hag e vreinadurezh a savo, hag e flaer a savo, rak en deus graet traoù bras.
Kaset em eus en ho touez ar vosenn evel hini an Ejipt. Lakaet em eus da vervel gant ar c'hleze ho tud yaouank, ho kezeg a zo bet tapet, lakaet em eus da sevel flaeriadur ho kampoù betek ho tivfron. Ha n'oc'h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU.
Ar varc'hegerien en em strink, ar c'hleze a luc'h, ar goaf a lugern. Ur bern tud a zo gloazet! Un niver bras a zo marv! Korfoù marv diniver! Kouezhañ a reont war o re varv!