Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 33:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Ar pobloù o deus tec'het dirak trouz ar safar, ar broadoù a zo en em stlabezet pa'z oas en em savet.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 33:3
13 Iomraidhean Croise  

Emañ Doue en he c'hreiz ha ne vo ket brañsellet. Doue a ro sikour dezhi adalek distro ar mintin.


Va Doue, en e vadelezh, am diaraogo. Doue a lakaio ac'hanon da welout gant levenez va enebourien.


Ra savo Doue hag e enebourien a vo stlabezet, ar re a gasa anezhañ a dec'ho kuit a-zirazañ.


rak dirak ar c'hlezeier e tec'hont, dirak ar c'hleze dic'houinet, dirak ar wareg stegnet, dirak an hini kreñv en emgann.


Ho preizh a vo dastumet evel ma en em zastum ar biskoul, lammat a reor warnañ evel ma lamm ar c’hilheien-raden.


Profediñ a ri dezho an holl draoù-se: Lavarout a ri: An AOTROU a yudo eus an nec'h, hag a roio da glevout e vouezh eus e chomlec'h santel; yudal a raio a-enep e annezlec'h, leuskel a raio kriadennoù, evel ar re a jaodr er waskerell, a-enep holl dud an douar.


An trouz a zeuio betek penn an douar, rak an AOTROU en deus ur breud a-enep ar broadoù, mont a ra e barnedigezh a-enep pep kig, ar re zrouk a vo roet d'ar c'hleze, eme an AOTROU.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan