Lavarout a ra an AOTROU: Dre ma'z eo lorc'hus merc'hed Sion, ha ma kerzhont ar gouzoug astennet, oc'h ober sin gant o daoulagad, dre ma kerzhont a gammedoù bihan, o lakaat da dintal o c'helc'hioù-treid,
Hounnezh eo ar gêr laouen a veve e surentez, hag a lavare en he c'halon: Me ha netra nemedon! Penaos eo deuet da vezañ ur gouelec'h, un toull evit al loened? Piv bennak a dremeno e-biou dezhi a c'hwitello hag a hejo e zorn.
Ar wreg tenerañ en ho touez, an hini flourañ, an hini n'he dije ket aesaet lakaat sol he zroad war an douar, dre flourded ha dre denerded, a sello gant ul lagad drouk ouzh he fried karet-mat, ouzh he mab hag ouzh he merc'h,
Kement-se a voe lavaret da Jotam, a yeas hag en em zalc'has war-lein Menez Gerizim. Hag e savas e vouezh hag e krias o lavarout: Selaouit ac'hanon, pennoù Sichem, evit ma selaouo Doue ac'hanoc'h!