Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 32:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Rak an hini diskiant ne lavar nemet follentezioù, e galon en em ro d'ar faosoni evit ober an direizhder, evit droukkomz a-enep an AOTROU, evit lezel goullo an ene marnaoniek, evit lemel an evaj digant an hini en deus sec'hed.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 32:6
33 Iomraidhean Croise  

Na zoug ket va c'halon war-zu traoù drouk, war-zu oberennoù fall gant ar vicherourien a zireizhder, ha ra ne gemerin ket perzh en o flijadurioù!


Sotoni an den eo a ziskar e hent, hag e galon a grozmol a-enep an AOTROU.


Ar furnez a zo savet re uhel evit un diskiant, ne zigoro ket e c'henoù ouzh an dorojoù.


evit nac'hañ ar reizhder d'ar beorien, evit lemel o gwir digant re ezhommek va fobl, evit ober eus an intañvezed o freizh, evit skrapat an emzivaded!


Kas a rin anezhi a-enep ur vroad pilpous, hag e roin dezhi ur garg a-enep pobl va c'hounnar, evit skrapat, evit preizhata, evit mac'hañ anezho evel fank ar straedoù.


Hag e vo graet trugarez d'an den fall? Ne zesk ket ar reizhder, hag e raio an droug e bro ar wirionez, ha ne sello ket ouzh meurded an AOTROU.


Pe dre wir e vac'hit va fobl hag e frikit dremm ar beorien? eme an Aotrou, AOTROU an armeoù.


Koulskoude, eñ eo an hini a zo fur. Lakaat a ra ar poanioù da zont, ne dorr ket e gomzoù, sevel a raio a-enep ti ar re zrouk, hag a-enep sikour ar re a ra direizhder.


pec'hiñ ha gaouiadiñ a-enep an AOTROU, distreiñ diouzh hon Doue, komz diwar-benn gwask ha dispac'h, koñseviñ ha distagañ er galon komzoù gaouiat.


O zreid a red etrezek an droug, hastañ a reont skuilhañ ar gwad didamall, o soñjoù a zo soñjoù a zireizhder, emañ ar gwastoù hag an distruj war o gwenodennoù.


Rak an drougiezh a zev evel un tan a lonk drez ha spern, deviñ a raio al lec'hioù stankañ eus ar c'hoadoù, ma sav kolonennoù moged.


Un Etiopiad, ha cheñch a rafe e groc'hen, pe ul loupard e darchoù? Ha c'hwi a c'hellfe ober ar mad, pa'z oc'h bet desket d'ober an droug?


Ha re nebeut eo evidoc'h peuriñ ur beurvan vat, evit ma vac'hit dindan ho treid an nemorant eus ho peurvan? Hag evañ doureier sklaer, evit ma saotrit gant ho treid an nemorant?


Meur a hini a vo glanaet, gwennaet hag amprouet. Ar re zrouk a oberio gant drougiezh, ha den drouk ebet ne gompreno, met ar re fur a gompreno.


hag e prenimp an ezhommeien gant arc'hant hag ar paour evit ur re votoù-lêr, hag e werzhimp uzien ar gwinizh.


Rak eus ar galon e teu ar soñjoù fall, ar muntroù, an avoultriezh, ar gastaouerezh, al laeroñsioù, ar falstestenioù, an droukkomzoù.


Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma serrit rouantelezh an neñvoù ouzh an dud, n’oc’h ket hoc’h-unan aet e-barzh, hag hoc’h eus c’hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.


Ar relijion glan ha dinamm dirak Doue hon Tad, eo gweladenniñ an emzivaded hag an intañvezed en o glac’har, hag en em virout diouzh saotroù ar bed.


Eus ar re zrouk e teu an droug, evel ma lavar ur c'hrennlavar kozh. Evel-se va dorn ne vo ket warnout.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan