Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 32:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Pep hini anezho a vo evel ur gwasked ouzh an avel hag ur vod ouzh ar glav, evel gwazhioù-dour en ul lec'h sec'h, evel skeud ur roc'h vras war un douar kras.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 32:2
29 Iomraidhean Croise  

AOTROU, va dieub eus va enebourien! Rak en em dennet on da'z kavout.


Te eo va repu, va diwall a rez eus an estrenvan, va gronnañ a rez gant kanaouennoù a zieubidigezh.  Ehan


Salm David, pa oa e gouelec'h Juda.


An hini a zo o chom e repu kuzhet an Uhel-Meurbet, a ziskuizh e skeud an Holl-C'halloudeg.


Setu, Doue eo va silvidigezh. Fiziañs am bo ha ne'm bo ket aon, an AOTROU, an AOTROU, eo va nerzh ha va meuleudi, ha bet eo va Salver.


Kemer ali, seven an diviz, astenn e-kreiz an deiz da skeud heñvel ouzh an noz, kuzh ar re gaset kuit, na drubard ket an dec’hidi.


rak bet out ur repu evit an hini gwan, ur repu evit ar paour en e estrenvan, ur goudor ouzh an arnev, ur skeud ouzh an tommder, rak c'hwezh ar re spontus a zo evel un arnev o skeiñ gant ur voger.


Lakaat a rin ar varnedigezh da vezañ eeun hag ar reizhder da vezañ rezet. Ar grizilh a gaso kuit repu an touell, an doureier a veuzo kuzh ar gaou.


Lakaat a rin stêrioù war al lec'hioù uhel, ha mammennoù e-kreiz an traoniennoù. Treiñ a rin ar gouelec'h e stank-dour, hag an douar sec'h e stivelloù.


Setu ez an d'ober un dra nevez, emañ bremañ o vleuniañ, ha n'anavezit ket? Lakaat a rin un hent er gouelec'h, ha stêrioù el lec'h didud.


Loened ar parkeier a roio gloar din, gant an aourgon hag ar struskañvaled, dre ma em bo lakaet doureier er gouelec'h, ha stêrioù el lec'h didud, evit reiñ da evañ da'm fobl, va re zibabet.


Skuilhañ a rin doureier war an hini en deus sec'hed, ha stêrioù war an douar disec'h. Skuilhañ a rin va Spered war da lignez, ha va bennozh war da ziskennidi.


Setu perak an AOTROU e-unan a roio deoc'h ur sin: Setu, ar werc'hez a vo brazez hag a c'hano ur mab, a vo anvet Emmanuel.


Kreskiñ e c'halloud, reiñ ur peoc'h diziwezh da dron David ha d'e rouantelezh, evit en startaat hag en harpañ er varnedigezh hag er reizhder, adalek bremañ ha da viken, gred AOTROU an armeoù a raio kement-se.


Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma sevenin an traoù mat am eus disklêriet war di Israel ha war di Juda.


C'hwezh hor fri, olevad an AOTROU, a zo bet tapet en o foulloù, hag e lavaremp diwar e benn: En e skeud e vevimp e-touez ar broadoù.


Kleze, dihun a-enep va mêsaer, a-enep an den a zo kar din, eme AOTROU an armeoù, sko gant ar mêsaer, hag an deñved a vo stlabezet, hag e troin va dorn a-enep ar re vihan.


An deiz diwezhañ eus ar gouel bras, Jezuz a savas hag a grias: Mar en deus unan bennak sec’hed, ra zeuio da’m c’havout ha ra evo.


Hep arvar bras eo mister an doujañs-Doue: Doue a zo en em ziskouezet er c’hig, reishaet dre ar Spered, gwelet gant an aeled, prezeget e-touez ar broadoù, kredet er bed, savet er gloar.


Eñ a ziskouezas din ur stêr c’hlan eus an dour a vuhez, sklaer evel strink, a zeue eus tron Doue hag an Oan.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan