Va daoulagad a zo faezh gant an daeroù, va c'hreizon a verv. Va avu en em stlabez war an douar en abeg da c'houli merc'h va fobl. Ar bugaligoù hag ar magadelloù a sempl war leurioù kêr.
Savet em eus va dorn dirazo er gouelec'h, na gasfen ket anezho d'ar vro am boa roet dezho, ur vro a zever gant laezh ha mel, ar gaerañ eus an holl vroioù,
en deiz-se em eus savet va dorn dirazo, evit tennañ anezho eus bro Ejipt etrezek ur vro am boa klasket evito, ur vro a zever gant laezh ha mel, ar gaerañ eus an holl vroioù,