evel-se roue Asiria a gaso gantañ sklaved eus Ejipt ha re zalc'het eus Etiopia, yaouank ha kozh, en noazh ha divotoù, gant o feskennoù dizolo, ur vezh evit an Ejipt.
Hag e-lec'h c'hwez-vat e vo flaer, e-lec'h gourizoù e vo kerdin, e-lec'h blev rodellet o devo pennoù moal, e-lec'h saeoù ledan e vint gronnet e seier, saotroù a vo e-lec'h kaerder.
Ar bec'herien a zo spouronet e Sion, ar grenijenn he deus kroget ar re fall. Piv ac'hanomp a c'hello derc'hel gant un tan loskus? Piv ac'hanomp a c'hello derc'hel gant flammoù peurbadus?
Bremañ eta selaou kement-mañ, te an hini blijus a zo o chom disoursi, hag a lavar ez kalon: Me ha nikun all ebet; ne zeuin ket da vezañ intañvez, n'anavezin ket kañvoù a vugale!
Yud, Hesbon! Rak Ai a zo distrujet. Garmit, merc'hed Rabba, gwiskit ar sac'h, hirvoudit, redit amañ hag ahont a-hed ar mogerioù! Rak Malkam a yelo d'an harlu gant e aberzhourien hag e bennoù.
Merc'h va fobl, en em c'houriz eus ur sac'h ha ruilh el ludu, bez e kañv evel evit ur mab nemetañ, ha gouel daeroù c'hwerv-meurbet, rak an distrujer a zeu buan warnomp.
gant aon n'he diwiskfen en noazh, ha na lakafen anezhi evel da zeiz he ganedigezh, ha n'he lakafen heñvel ouzh ur gouelec'h hag ouzh un douar kras, ha na rafen dezhi mervel gant ar sec'hed,
Hounnezh eo ar gêr laouen a veve e surentez, hag a lavare en he c'halon: Me ha netra nemedon! Penaos eo deuet da vezañ ur gouelec'h, un toull evit al loened? Piv bennak a dremeno e-biou dezhi a c'hwitello hag a hejo e zorn.
e serviji da enebourien a gaso an AOTROU ez enep, en naonegezh, er sec'hed, en noazhder, en dibourvez a bep tra, hag e lakaio ur yev houarn war da c'houzoug betek ma vi distrujet.