Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 30:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Kae bremañ, merk kement-mañ war un daolenn dirazo, skriv kement-mañ war ul levr, ma chomo evit an amzer da zont, bepred ha da virviken.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 30:8
22 Iomraidhean Croise  

Hag e c'hoarvezo, en deizioù diwezhañ, ma vo startaet menez ti an AOTROU dreist ar menezioù, hag e savo dreist ar c'hrec'hiennoù, hag e teredo ennañ an holl vroadoù.


Klaskit e levr an AOTROU ha lennit: Hini anezho ne vanko, nag an eil nag egile ne vo diank, rak e c'henoù eo en deus gourc'hemennet, e Spered eo a zastumo anezho.


An AOTROU a lavaras din: Kemer un dablezenn vras ha skriv warni gant lizherennoù gwelus: Skrapadeg prest! Preizhadeg prim!


Kounnar an AOTROU ne zistroio ket, ken n'en devo graet mennadoù e galon hag o c'haset da benn. Kement-mañ a gomprenot sklaer en deizioù diwezhañ.


Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel: Skriv en ul levr an holl gomzoù am eus lavaret dit.


Kemer dit ur roll levr, ha skriv warnañ an holl gomzoù am eus lavaret dit a-enep Israel, a-enep Juda hag a-enep an holl vroadoù, abaoe an deiz ma em eus komzet ouzhit, abaoe deizioù Jozia, betek hiziv.


Jeremiaz a c'halvas eta Baruk mab Nerija. Ha Baruk a skrivas diouzh genoù Jeremiaz war ar roll levr, holl gomzoù an AOTROU en doa lavaret dezhañ.


Koulskoude, en deizioù diwezhañ, ec'h adsavin harluidi Moab. Betek amañ ez a barnedigezh Moab.


Jeremiaz a skrivas en ul levr an holl zroug a zlee dont war Vabilon, an holl gomzoù-mañ skrivet a-enep Babilon.


Pignat a ri a-enep va fobl Israel, evel ur c'hoabrenn o c'holeiñ ar vro. Bez' e vo en deizioù diwezhañ, ma rin dit kerzhout a-enep va bro, evit ma vin anavezet gant ar broadoù, pa vin santelaet drezout dirak o daoulagad.


Goude-se, mibien Israel a zistroio, hag e klaskint an AOTROU o Doue ha David o roue. Hag e teuint gant doujañs da gavout an AOTROU hag e vadelezh, en deizioù diwezhañ.


An AOTROU en deus respontet din o lavarout: Skriv ar weledigezh hag engrav anezhi war daolennoù, evit ma vo lennet aezet.


Ha bremañ ez an etrezek va fobl. Deus, ma kemennin dit ar pezh a raio ar bobl-se da'z pobl en amzerioù da zont.


Bremañ, skrivit ar c'hantik-mañ. Kelennit anezhañ da vibien Israel, lakait anezhañ en o genoù, evit ma servijo din ar c'hantik-mañ da dest a-enep mibien Israel.


En deiz-se e skrivas Moizez ar c'hantik-mañ, hag en kelennas da vibien Israel.


Rak gouzout a ran penaos, goude va marv, en em vreinot hag e tistroiot diouzh an hent am eus gourc'hemennet deoc'h; hag e c'houzañvot poanioù en deizioù da zont, pa ho po graet ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, o fuloriñ anezhañ dre oberennoù ho taouarn.


Pa vi er glac'har ha ma vo erruet an holl draoù-se ganit, neuze, en deizioù war-lerc'h, e tistroi d'an AOTROU da Zoue hag e senti ouzh e vouezh,


Ar Spered a lavar start penaos, en amzerioù diwezhañ, hiniennoù en em zistroio diouzh ar feiz evit en em reiñ da speredoù touellus ha da gelennadurezhioù an diaouled,


Ret eo gouzout da gentañ penaos en devezhioù diwezhañ e teuio goapaerien en em gunduo hervez o droukc’hoantoù o-unan


Lavarout a raent deoc’h penaos en amzerioù diwezhañ e vije goapaeriena gerzhje hervez o droukc’hoantoù o-unan hep doujañs-Doue.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan