Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 30:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Pennoù ar bobl a zo e Zoan, aet eo ar gannaded betek Hanez.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 30:4
12 Iomraidhean Croise  

Met roue Asiria a zizoloas un irienn a-berzh Ozea. Rak kaset en doa kannaded etrezek So roue an Ejipt, ha ne gase ken da roue Asiria an truaj a bep bloaz. Roue Asiria a bakas anezhañ, hag en ereas en un toull-bac'h.


Ober a reas traoù burzhudus dirak o zadoù e bro Ejipt, e parkeier Zoan.


Priñsed Zoan n'int nemet tud diskiant, ar c'huzul eus alierien fur Faraon a zo deuet da vezañ ur bodad amoet. Penaos e lavarit da Faraon: Me ’zo mab ar furien, mab ar rouaned kozh?


Aet out da gichen ar roue gant eoul, kresket ec'h eus da c'hwezhioù-mat, kaset ec'h eus da gannaded pell, hag ez out diskennet betek lec'h ar marv.


hag ez ejont da vro Ejipt, rak ne sentjont ket ouzh mouezh an AOTROU. Hag e teujont betek Tapanez.


Klevet em eus kement-mañ a-berzh an AOTROU, hag ur c'hannad a zo bet kaset d'ar broadoù: Dastumit ha deuit a-enep dezhi! Savit evit ar brezel!


Hag e kwastin Patroz, an tan a lakain e Zoan, ha va barnedigezhioù a rin war No.


E Tapanez e teñvalaio an deiz, pa dorrin yev an Ejipt, ha pa baouezo lorc'h he nerzh. Ur goabrenn he goloio hag he merc'hed a yelo d'ar prizonerezh.


Treiñ a reont, met n'eo ket d'an Uhel. Bez' ez int evel ur wareg touellus. O fennoù a gouezho dre ar c'hleze, en abeg da zroug o zeod. Kement-se a droio dezho e goapaerezh e bro Ejipt.


Gweledigezh Abdia. Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU diwar-benn Edom: Klevet hon eus ur c'heloù a-berzh an AOTROU, hag ur c'hannad a zo bet kaset e-touez ar broadoù: Savit, Savomp a-enep dezhañ, d'ar brezel!


Pignat a rejont dre ar c'hreisteiz hag e teujont betek Hebron, e-lec'h ma oa Ahiman, Sheshai ha Talmai, mibien Anak. Hebron a oa bet savet seizh vloaz a-raok Zoan en Ejipt.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan