Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 30:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Neuze galloud Faraon a vo ho mezh, ha repu e skeud an Ejipt a vo ho tismegañs.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 30:3
18 Iomraidhean Croise  

Setu e fiziez en Ejipt, er vazh-se, er gorzenn dorret-se a doull hag a dreuz dorn an hini a harp warni. Evel-se emañ Faraon roue an Ejipt evit an holl re a laka o fiziañs ennañ.


Ha n'eo ket te, o Doue, hag ac'h eus hon taolet kuit, te ha ned ae ken er-maez, o Doue, gant hon armeoù?


Ar fiziañs en un den disleal en devezh an anken, a zo evel un dant torret hag un troad a riskl.


Neuze an dud a vo spontet ha mezhek en abeg d'an Etiopia o esperañs ha d'an Ejipt o gloar.


Ar re a zo o chom en tu-mañ d'an harz a lavaro en deiz-se: Setu ar pezh eo deuet da vezañ hon esperañs, a redemp daveti da glask sikour evit bezañ dieubet diouzh roue Asiria! Penaos e tec'himp-ni?


Setu e fiziez en Ejipt, er vazh-se, er gorzenn dorret-se a doull hag a dreuz dorn an hini a harp warni. Evel-se emañ Faraon roue an Ejipt evit an holl re a laka o fiziañs ennañ.


Perak hastañ kement evit cheñch da hent? Bez' ez po mezh eus an Ejipt, evel ma ec'h eus bet mezh eus Asiria.


Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Evel va c'hounnar, evel va fulor a zo bet skuilhet war dud Jeruzalem, evel-se e vo skuilhet va fulor warnoc'h pa viot aet d'an Ejipt. Hag e viot eno ur vallozh, ur souezh, ur c'hoapadenn, un dismegañs, ha ne welot ken al lec'h-mañ.


Bremañ eta gouezit a-dra-sur e varvot dre ar c'hleze, dre an naonegezh ha dre ar vosenn, e-lec'h ma plij deoc'h mont da chom ennañ.


Lavaret en deus AOTROU an armeoù, Doue Israel: Setu ez an da gastizañ pobl No, Faraon, an Ejipt, he doueoù, he rouaned, Faraon hag ar re a fizi ennañ.


P'o deus kroget ennout gant an dorn, ez out torret hag ec'h eus roget dezho o skoaz a-bezh, ha pa'z int en em harpet warnout, ez out bruzunet hag ec'h eus lakaet o holl lounezhi difiñv.


Kaset e vint zoken en Asiria, hag e vint roet evel ur prof da roue Jareb. Efraim en devo mezh, Israel a vo mezhek eus e vennozhioù.


Rak ar Skritur a lavar: Piv bennak a gred ennañ ne vo ket mezhekaet.


Hag an esperañs ne drompl ket, rak karantez Doue a zo bet skuilhet en hor c’halonoù gant ar Spered-Santel a zo bet roet deomp.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan