Izaia 30:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
2 ar re a ya en hent da ziskenn en Ejipt hep bezañ goulennet digant va genoù, evit klask goudor didan galloud Faraon, hag evit kavout repu e skeud an Ejipt.
Met roue Asiria a zizoloas un irienn a-berzh Ozea. Rak kaset en doa kannaded etrezek So roue an Ejipt, ha ne gase ken da roue Asiria an truaj a bep bloaz. Roue Asiria a bakas anezhañ, hag en ereas en un toull-bac'h.
Setu e fiziez en Ejipt, er vazh-se, er gorzenn dorret-se a doull hag a dreuz dorn an hini a harp warni. Evel-se emañ Faraon roue an Ejipt evit an holl re a laka o fiziañs ennañ.
Setu e fiziez en Ejipt, er vazh-se, er gorzenn dorret-se a doull hag a dreuz dorn an hini a harp warni. Evel-se emañ Faraon roue an Ejipt evit an holl re a laka o fiziañs ennañ.
Ma lavarer deoc'h: Goulennit kuzul digant ar speredoù hag ar sorserien, digant ar re a guzulik hag a grozmol, lavarit: Ur bobl, ha ned aio ket da gavout e Zoue? Hag eo digant ar re varv e c'houlenno evit ar re vev?
Goulennata evidomp an AOTROU, rak Nebukadnezar roue Babilon a ra brezel a-enep deomp. Marteze e raio an AOTROU evidomp unan bennak eus e vurzhudoù, evit ma pellaio diouzhimp.
o lavarout: Nann, met ez aimp d'an Ejipt, e-lec'h na welimp ket a vrezel, e-lec'h na glevimp ket son ar shofar, e-lec'h na vo ket diouer a vara, hag e vimp o chom eno,
hag a lavaras d'ar profed Jeremiaz: Degemer mat hon aspedenn, ha ped an AOTROU da Zoue evidomp, evit an nemorant a zo chomet amañ! Rak eus kalz, omp chomet nebeut, evel ma wel da zaoulagad.
Rak en em douellet hoc'h eus hoc'h-unan pa hoc'h eus va c'haset etrezek an AOTROU ho Toue o lavarout: Ped evidomp an AOTROU hon Doue, ha disklêr deomp kement a lavaro an AOTROU hon Doue, hag e raimp kement-se.
Hag en em zalc'ho dirak Eleazar an aberzhour, a c'houlennataio evitañ barnedigezh an Urim dirak an AOTROU. War e c'hourc'hemenn ez aint er-maez ha war e c'hourc'hemenn e teuint e-barzh, eñ hag holl vibien Israel gantañ, an holl vodadenn.
Hag an AOTROU a adkaso ac'hanout d'an Ejipt war listri, dre an hent am eus lavaret dit diwar e benn: N'en adweli ken! Hag eno en em werzhot d'hoc'h enebourien evel sklaved ha mitizhien, ha ne vo den d'ho prenañ.
Hag ar spernenn a lavaras d'ar gwez: Ma'z eo gant gwirionez ec'h olevit ac'hanon da roue warnoc'h, deuit hag en em lakait dindan va skeud, anez ra zeuio an tan eus ar spern ha ra zevo sedrez al Liban.