Hag e chomjont azezet war an douar gantañ e-pad seizh devezh ha seizh nozvezh, hini anezho ne lavaras dezhañ ur ger, rak e weljont e oa e c'hlac'har bras-meurbet.
Ar palez a vo dilezet, ar gêr drouzus a vo dilaosket, ar grec'hienn hag an tour a vo evel kevioù da viken, an ezen gouez a c'hoario enno, an tropelloù a beuro enno,
Liesaat a rin o intañvezed, muioc'h eget traezh ar morioù, kas a rin warno, war vamm an den yaouank, an distrujer e-kreiz an deiz, hag e rin kouezhañ buan warni an enkrez hag ar spont.
Penaos ez eo azezet hec'h-unan ar gêr ken poblet! An hini a oa bras e-touez ar broadoù a zo evel un intañvez. An hini a oa un itron e-touez ar proviñsoù a zo deuet un druajadez.
Hentoù Sion a zo e kañv, rak den ne zeu ken d'ar gouelioù. Hec’h holl zorojoù a zo didud, hec'h aberzhourien a huanad. He gwerc'hezed a zo glac’haret, hag hi a zo leuniet a c'hwervoni.
Henaourien merc'h Sion a zo azezet dilavar war an douar. Lakaet o deus poultr war o fenn, gourizet int a seier. Gwerc'hezed Jeruzalem a stou o fenn etrezek an douar.
An AOTROU en doa graet e vennozh, distrujañ moger merc'h Sion. Astennet en deus ar gordenn warni ha n'en deus ket lamet e zorn a-raok bezañ he gwastet. Lakaet en deus e kañv an harz hag ar voger, a-gevret e klemmont.
Holl briñsed ar mor a ziskenno diwar o zron, lemel a raint o mantilli, hag e tiwiskint o dilhad a vroderezh. Hag e wiskint ar spont, hag ec'h azezint war an douar, ha da bep mare e krogo ar spont enno; skoet e vint gant an aon en abeg dit.
hag e tiskarint ac’hanout, te ha da vugale a zo en da greiz. Ne lezint ket maen war vaen abalamour na’c’h eus ket anavezet an amzer ma’z out bet gweladennet.