Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 3:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

25 Da wazed a gouezho dre ar c'hleze, da dud kreñv dre ar brezel.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 3:25
12 Iomraidhean Croise  

Rak Pekak mab Remalia a lazhas e Juda, en un deiz hepken, kant ugent mil den, holl anezho tud kalonek, dre m'o doa dilezet an AOTROU, Doue o zadoù.


Setu, en abeg da-se hon tadoù a zo kouezhet dre ar c'hleze, hag hor mibien, hor merc'hed hag hor gwragez a zo lakaet da sklav.


met ma ne fell ket deoc'h ha ma'z oc'h disent, e viot lonket gant ar c'hleze, rak genoù an AOTROU en deus komzet.


e tiniverin ac'hanoc'h evit ar c'hleze, hag en em blegot evit bezañ lazhet. Rak galvet em eus ha n'hoc'h eus ket respontet, komzet em eus ha n'hoc'h eus ket selaouet, graet hoc'h eus ar pezh a zo drouk dirak va daoulagad, dibabet hoc'h eus ar pezh a zisplij din.


setu perak eta evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da gastizañ anezho: an dud yaouank a varvo dre ar c'hleze, o mibien hag o merc'hed a varvo dre an naonegezh,


Mard an d'ar parkeier, setu tud toullet gant ar c'hleze, mar deuan e kêr, setu tud o vervel gant an naon. Ar profed zoken hag an aberzhour a red dre ar vro, hep anavezout da belec'h ez eont.


Liesaat a rin o intañvezed, muioc'h eget traezh ar morioù, kas a rin warno, war vamm an den yaouank, an distrujer e-kreiz an deiz, hag e rin kouezhañ buan warni an enkrez hag ar spont.


Setu perak, ro o mibien d'an naonegezh, dilez-int da c'halloud ar c'hleze, ra vo o gwragez dirannet eus mibien hag intañvezed, ra vo lazhet o gwazed gant ar vosenn, ra vo skoet o zud yaouank gant ar c'hleze er brezel,


Hag e kasin da netra el lec'h-mañ kuzul Juda ha Jeruzalem, hag e rin dezho kouezhañ dre ar c'hleze dirak o enebourien, ha dre zorn ar re a glask o buhez, hag e roin o c'horfoù marv da voued da laboused an neñvoù ha da loened an douar.


Piv bennak a chomo er gêr-mañ a varvo dre ar c'hleze, dre an naonegezh pe dre ar vosenn, met an hini a zeuio er-maez hag en em rento d'ar Galdeiz a seziz ac'hanoc'h, a vevo hag en devo e vuhez evel preizh.


An den yaouank hag an den kozh a zo gourvezet war an douar er straedoù. Va gwerc'hezed ha va re zibabet a zo kouezhet dre ar c'hleze. Lazhet ec'h eus da zeiz da gounnar, mouget ec'h eus didruez.


Holl bec'herien va fobl a varvo dre ar c'hleze, int hag a lavar: Ar gwalleur ne dostaio ket, ne dapo ket ac'hanomp.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan