Lavarout a reas d'ar servijer: Piv eo an den-se a zeu er parkeier a-raok deomp? Ar servijer a respontas: Va mestr eo. Hag e kemeras he gouel hag en em c'holoas.
Faraon a lamas e walenn diwar e zorn hag he lakaas ouzh dorn Jozef. Hag e wiskas anezhañ gant dilhad lin fin, hag e lakaas ur gelc'henn aour en-dro d'e c'houzoug.
David a oa gwisket gant ur vantell lin fin, kenkoulz hag an holl Levited a zouge an arc'h, hag ar ganerien. Ha Kenania penn an dougen a oa gant ar ganerien. David en doa un efod lin warnañ.
Hag e-lec'h c'hwez-vat e vo flaer, e-lec'h gourizoù e vo kerdin, e-lec'h blev rodellet o devo pennoù moal, e-lec'h saeoù ledan e vint gronnet e seier, saotroù a vo e-lec'h kaerder.
Ha me a lavar: Ra vo lakaet un diarenn naet war e benn! Hag e voe lakaet un diarenn naet war e benn, ha gwisket dezhañ dilhad. Ael an AOTROU en em zalc'he eno.
Hag e lavaras c'hoazh: Ro din ar vantell a zo warnout, ha dalc'h anezhi. Hi he dalc'has, hag e vuzulias c'hwec'h muzul heiz a lakaas warni, hag ez eas e kêr.