Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 3:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 En deiz-se e lamo kuit an AOTROU bravder ar c'helc'hioù-treid o tintal, an taledennoù, al loarennoù,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 3:18
7 Iomraidhean Croise  

an AOTROU a lakaio moal pennoù merc'hed Sion, an AOTROU a zizoloio o noazhder.


ar c'hloc'higoù-skouarn, an troioù-brec'h, ar gouelioù,


Diwiskañ a raint da zilhad dit, hag e lamint kuit da vragerizoù a lakaez.


Hag ouzhpenn-se, kaset o deus da gerc'hat tud o tont eus ur vro bell, kaset o deus kannaded dezho, ha setu, deuet int. Evito ec'h eus en em walc'het, livet da zremm ha kinklet gant bragerizoù,


Ra ne vo ket ho kempennadurezh hini an diavaez, blev rodellaouet, bragerizoù aour pe dilhad peurgempenn,


Zebak ha Zalmuna a lavaras: Sav te da-unan ha sailh warnomp! Rak evel ma'z eo an den, eo e nerzh. Gedeon a savas hag a lazhas Zebak ha Zalmuna. Hag e kemeras ar bragerizoù a oa ouzh gouzougoù o c'hañvaled.


Pouez al lagadennoù aour en doa goulennet a oa mil seizh kant sikl aour, hep kontañ ar bragerizoù, ar c'hloc'higoù-skouarn, an dilhad tane a oa war rouaned Madian, hag hep kontañ kelc'hennoù a oa ouzh gouzougoù o c'hañvaled.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan