Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 3:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 an AOTROU a lakaio moal pennoù merc'hed Sion, an AOTROU a zizoloio o noazhder.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 3:17
15 Iomraidhean Croise  

Deuit er-maez, merc'hed Sion, sellit ouzh ar Roue Salomon gant ar gurunenn he deus lakaet e vamm war e benn da zeiz e zimeziñ, da zeiz levenez e galon.


evel-se roue Asiria a gaso gantañ sklaved eus Ejipt ha re zalc'het eus Etiopia, yaouank ha kozh, en noazh ha divotoù, gant o feskennoù dizolo, ur vezh evit an Ejipt.


Lavarout a ra an AOTROU: Dre ma'z eo lorc'hus merc'hed Sion, ha ma kerzhont ar gouzoug astennet, oc'h ober sin gant o daoulagad, dre ma kerzhont a gammedoù bihan, o lakaat da dintal o c'helc'hioù-treid,


En deiz-se e lamo kuit an AOTROU bravder ar c'helc'hioù-treid o tintal, an taledennoù, al loarennoù,


Ha mar lavarez ez kalon: Perak e c'hoarvez ganin an traoù-se? En abeg da vraster da zireizhder eo adsavet pastelloù da zilhad ha gwallgaset da seulioù.


pe un den tort, pe gwan, pe gant un tarch en e lagad, pe galus, pe gant un darouedenn, pe gant e gelloù friket.


Tremen e-biou, plac'h Shafir, er vezh hag en noazh! Plac'h Zaanan ne gred ket mont er-maez. Kañvoù Bet-Ezel a lam pep skoazell diganeoc'h.


Setu em eus droug ouzhit, eme AOTROU an armeoù, sevel a rin pleg da sae war da zremm, hag e tiskouezin da noazhder d'ar broadoù, ha da vezh d'ar rouantelezhioù.


An AOTROU a skoio warnout gant goulioù an Ejipt, ruzderioù, gal, tagn, na c'helli ket pareañ anezho.


Ar c’hentañ ael a yeas hag a skuilhas e hanaf war an douar. An dud o doa merk al loen hag ar re a azeule e skeudenn a voe skoet gant ur gouli drouk ha poanius.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan