Kefridiourien mibien Israel o doa lakaet mistri-vicherour Faraon warno; hag e voent pilet hag e voe lavaret dezho: Perak n'hoc'h eus ket echuet ho lodenn a vrikennoù dec'h hag hiziv evel diagent?
bez' ez eus ur rumm a dud hag a zo evel klezeier e zent hag evel kontilli e javedoù, evit debriñ ar re c'hlac'haret eus ar vro hag ar beorien a-douez an dud.
Re gentañ-ganet ar beorien a vo leuniet, hag an ezhommeien a ziskuizho e surentez, met da wrizienn a lakain da vervel gant an naon, ha lazhet e vo ar pezh a vano ac'hanout.
En abeg da-se evel-henn e komz Sant Israel: Peogwir e taolit kuit ar gomz-mañ, evit kaout fiziañs en taerder hag er fallagriezh, evit en em harpañ war an traoù-mañ,
Rak an hini diskiant ne lavar nemet follentezioù, e galon en em ro d'ar faosoni evit ober an direizhder, evit droukkomz a-enep an AOTROU, evit lezel goullo an ene marnaoniek, evit lemel an evaj digant an hini en deus sec'hed.
Yunañ a rit evit gourdrouz ha tabutal, hag evit skeiñ taolioù-dorn gant droug. Ne yunit ket evel ma fellfe en deiz-se, evit ma vefe klevet ho mouezh d'an nec'h.
Petra a fell deoc'h lavarout pa zistagit ar c'hrennlavar-mañ diwar-benn bro Israel: An tadoù o deus debret rezin trenk, ha dent ar vibien a zo tozonet?