bez' ez eus ur rumm a dud hag a zo evel klezeier e zent hag evel kontilli e javedoù, evit debriñ ar re c'hlac'haret eus ar vro hag ar beorien a-douez an dud.
Met ar beorien a varno gant reizhder, hag e roio e soñj diwar-benn ezhommeien an douar gant eeunder; skeiñ a raio ouzh an douar gant gwialenn e c'henoù, hag e lakaio d'ar marv an den fall gant c'hwezh e vuzelloù.
Re gentañ-ganet ar beorien a vo leuniet, hag an ezhommeien a ziskuizho e surentez, met da wrizienn a lakain da vervel gant an naon, ha lazhet e vo ar pezh a vano ac'hanout.
En abeg da-se evel-henn e komz Sant Israel: Peogwir e taolit kuit ar gomz-mañ, evit kaout fiziañs en taerder hag er fallagriezh, evit en em harpañ war an traoù-mañ,
Yunañ a rit evit gourdrouz ha tabutal, hag evit skeiñ taolioù-dorn gant droug. Ne yunit ket evel ma fellfe en deiz-se, evit ma vefe klevet ho mouezh d'an nec'h.
Plijout a ra dezho gwelout war benn an ezhommeg poultr an douar, hag e kweont gwir an ezhommeg. Un den hag e dad a ya da gavout an hevelep plac'h evit disakrañ va anv santel.
Gwalleur d'ar re a raktres traoù direizh hag a ijin an droug war o gweleoù! Da c'houloù-deiz e sevenont an traoù-se, dre m'o deus ar galloud en o daouarn.
Debriñ a reont kig va fobl, hag e tennont o c'hroc'hen diwarno, hag e vruzunont o eskern, hag o lakaont a-dammoù evel evit ar pod-houarn, evel kig en ur gaoter.
Selaouit ur barabolenn all. Bez’ e oa un den, ur penn-tiegezh, a blantas ur winieg, a reas ur c’harzh en-dro dezhi, a gleuzias enni ur wask hag a savas enni un tour. Neuze e feurmas anezhi da winierien hag ez eas en ur vro all.