Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 28:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Da biv e vo kelennet an anaoudegezh? Da biv e vo roet da glevout kentelioù da gompren? Da vugale nevez-dizonet, diframmet diouzh ar vronn?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 28:9
21 Iomraidhean Croise  

Ha ne'm eus ket mestroniet ha sioulaet va ene, evel ma ra ur bugel dizon e-keñver e vamm? Va ene a zo ennon evel ur bugel dizon.


Te a gasa ar c'hastiz, hag a daol va c'homzoù a-drek da gein.


rak kasaet o deus an anaoudegezh, ha n'o deus ket dibabet doujañs an AOTROU.


Meur a bobl a zeuio hag a lavaro: Deuit ha pignomp da venez an AOTROU, da di Doue Jakob; kelenn a raio deomp e hentoù, hag e kerzhimp en e wenodennoù, rak al lezenn a zeuio eus Sion, ha komz an AOTROU eus Jeruzalem.


E Zoue a zesk dezhañ ar reolenn da heuliañ.


An AOTROU a roio deoc'h ar bara a enkrez hag an dour a c'hlac'har, met da gelennerien ne dec'hint ket ken, da zaoulagad a welo da gelennerien.


Evel-henn e komz an AOTROU, da zasprener, Sant Israel: Me eo an AOTROU da Zoue, a gelenn dit ar pezh a zo mat, hag a ren ac'hanout dre an hent a dleez kerzhout warnañ.


An Aotrou AOTROU en deus roet din un teod a ziskibl, ma c'hellin kennerzhañ dre ar gomz an hini a zo glac'haret. Bep mintin e tihun ac'hanon, e tihun va skouarn, ma selaouin evel un diskibl.


Piv en deus kredet hor prezegenn? Da biv eo bet diskuliet brec'h an AOTROU?


Da holl vibien a vo kelennet gant an AOTROU, ha peoc'h da vibien a vo bras.


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Kae ha lavar da dud Juda ha da dud Jeruzalem: Ha ne zegemerot ket ar gentel, evit sentiñ ouzh va c'homzoù? eme an AOTROU.


Ar brofeded a brofed gevier, an aberzhourien a ren drezo, ha va fobl he deus kavet plijadur e kement-se. Petra a reot pa zeuio an diwezh?


Ouzh piv e komzin ha da biv e lavarin, ma vin selaouet? Setu, o skouarn a zo diamdroc'h, ha ne c'hellont ket klevout. Setu, komz an AOTROU a zo evito un dra disprizus, ne gavont plijadur ebet enni.


En amzer-se Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras: Da veuliñ a ran, o Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec’h eus kuzhet an traoù-mañ ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek ha ma ec’h eus o diskuliet d’ar vugale!


Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos piv bennak ne zegemero ket rouantelezh Doue evel ur bugel bihan ne yelo ket e-barzh.


evit ma vije peurc’hraet ar ger en doa ar profed Izaia lavaret: Aotrou, piv en deus kredet d’hor prezegenn? Ha da biv eo bet diskuliet brec’h an Aotrou?


Ha setu ar varnedigezh: ar sklêrijenn a zo deuet er bed hag an dud o deus karet muioc’h an deñvalijenn eget ar sklêrijenn, abalamour ma oa fall o oberoù.


c’hoantait evel bugale nevez-c’hanet laezh glan ar ger, evit ma c’hellot kreskiñ drezañ,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan