Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 28:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Hag ar bleuñv gweñvet a zo e wiskamant kaerañ hag a zo a-us d'an draonienn strujus, evel ur frouezhenn darev a-raok an hañv, a vo gwelet, ha kerkent ha ma vo en dorn, e vo lonket.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 28:4
12 Iomraidhean Croise  

Gwalleur da gurunenn lorc'hus mezvierien Efraim, d'ar bleuñv gweñvet a zo e wiskamant kaerañ hag a zo a-us da draonienn strujus an dud mezevellet gant gwin.


Rak a-raok ma ouio ar bugel gervel: Va zad! Va mamm! e vo lamet a-zirak roue Asiria pinvidigezhioù Damask ha preizh Samaria.


Pa gomze Efraim, an dud a grene, uhelsavet e oa en Israel, met eo en em rentet kablus dre Vaal, hag ez eo marv.


Petra bennak m'en deus roet frouezh e-touez e vreudeur, avel ar sav-heol a zeuio, avel an AOTROU o sevel eus ar gouelec'h, hag e tisec'ho e eien hag e kaso da hesk e feunteun. Laeret e vo en teñzor an holl draoù prizius.


Petra a rin dit, Efraim? Petra a rin dit, Juda? Ho trugarez a zo evel goabrenn ar beure, evel ar c'hlizhenn taolet pell gant ar mintin.


Efraim a zo skoet, o gwrizienn a zo disec'het, ne roint ken a frouezh. M'o deus bugale, me a lakaio da vervel frouezh prizius o c'hof.


Gwalleur din, rak ez on evel pa vez dastumet ar frouezh hañv, evel pa vez raspaet goude ar vendem: n'eus ket a vlokadoù da zebriñ, eus ar frouezh kentañ-se a c'hoanta va ene.


Da holl greñvlec'hioù a zo evel gwez-fiez gant fiez abred. Pa vezont hejet e kouezhont e genoù an hini a fell dezhañ o debriñ.


stered an neñv a gouezhas war an douar evel ma taol ur wezenn-fiez he fiez glas pa’z eo hejet gant an avel.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan