Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 28:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Gwalleur da gurunenn lorc'hus mezvierien Efraim, d'ar bleuñv gweñvet a zo e wiskamant kaerañ hag a zo a-us da draonienn strujus an dud mezevellet gant gwin.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 28:1
28 Iomraidhean Croise  

En amzer Pekak roue Israel, Tiglad-Pilezer roue Asiria a zeuas hag a dapas Ijon, Abel-Bed-Maaka, Janoak, Kedesh, Hazor, Galaad, ar Galilea, hag holl vro Neftali, hag e harluas ar bobl da Asiria.


Rak Pekak mab Remalia a lazhas e Juda, en un deiz hepken, kant ugent mil den, holl anezho tud kalonek, dre m'o doa dilezet an AOTROU, Doue o zadoù.


Da biv ar c'hlemm? Da biv ar gwalleur? Da biv an tabutoù? Da biv an haketerezh? Da biv ar goulioù hep abeg? Da biv ar ruzder en daoulagad?


Met int ivez a vrañsell gant ar gwin, hag e tiheñchont gant an evajoù kreñv; an aberzhour hag ar profed a vrañsell gant an evajoù kreñv, beuzet int er gwin, hag e tiheñchont gant an evajoù kreñv; brañsellat a reont er weledigezh, strebotiñ a reont er varnedigezh.


Gwalleur d'ar re a sav beure-mat, evit redek war-lerc'h an evajoù kreñv, hag a gendalc'h betek an noz, betek ma'z int tommaet gant ar gwin.


Gwalleur d'ar re a zo kadarn evit evañ gwin, ha kalonek evit meskañ an evajoù kreñv,


Rak a-raok ma ouio ar bugel gervel: Va zad! Va mamm! e vo lamet a-zirak roue Asiria pinvidigezhioù Damask ha preizh Samaria.


ar Siria dre a-raok hag ar Filistined dre a-dreñv, hag e lonkint Israel a-leizh o genoù. Ha ne zigounnar ket, e zorn a zo atav astennet.


Ar bobl a-bezh en devo anaoudegezh a gement-se, Efraim ha tud Samaria, ar re a lavar gant lorc'h ha rogentez en o c'halon:


Kouezhet eo ar brikennoù, met gant mein-ben e savimp! Troc'het eo bet ar gwez-sikomor, met gwez-sedrez a lakaimp en o lec'h!


Gastaouerezh, gwin ha mezventi a lam kuit ar poell.


Rogentez Israel a ro testeni war e zremm. Israel hag Efraim a gouezho dre o direizhder, Juda ivez a gouezho ganto.


Efraim a vo en glac'har da zeiz ar c'hastiz. Un dra wirion a zisklêrian e-touez meuriadoù Israel.


Gwelet em eus un dra euzhus e ti Israel: eno Efraim a zo en em roet d'ar gasterezh, Israel a zo en em saotret.


Da zeiz hor roue, ar pennoù a zeuas da vezañ klañv oc'h evañ re win; astenn a reas e zorn d'ar c’hoapaerien.


hag e frikin ourgouilh ho kalloud. Lakaat a rin ho neñv evel houarn hag ho touar evel arem.


Met graet hoc'h eus d'an Nazareiz evañ gwin, hag un urzh hoc'h eus roet d'ar brofeded o lavarout: Na brofedit ket!


En em astenn a reont e-kichen pep aoter, war zilhad kemeret e kred, hag ec'h evont e ti o doueoù gwin ar re gondaonet.


Selaouit ar gomz-mañ, buoc'hed Basan, a zo war venez Samaria, a wask ar beorien, a wallgas an ezhommeien, a lavar d'o mestroù: Degasit hag evomp!


Gwalleur d'ar re a zo sioul e Sion ha d'ar re a zo e surentez war venez Samaria, lec'hioù kentañ e-touez ar broadoù. Ti Israel a zo deuet betek enno.


Gourvezet war weleoù olifant, astennet war o dilhad, e tebront oaned eus an tropell ha leueoù eus al lec'h ma'z int lartaet.


Evañ a reont gwin e kiboù bras, en em oleviñ a reont gant ar gwellañ c'hwezhioù-mat, ha n'int ket glac'haret gant dismantr Jozef.


An Aotrou AOTROU en deus touet drezañ e-unan, eme an AOTROU, Doue an armeoù: Euzh am eus ouzh lorc'h Jakob, kasaat a ran e balezioù, dereiñ a rin ar gêr hag ar pezh a zo enni,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan