Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 27:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Gant muzul eo ec'h eus he c'hastizet, en ur gas anezhi kuit, pa voe argaset gant c'hwezh un avel greñv, e deiz avel ar sav-heol.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 27:8
33 Iomraidhean Croise  

Hag e stourmfe ganin e braster e nerzh? Nann, zoken e taolfe evezh ouzhin.


rak gouzout a ra eus petra ez omp graet, soñj en deus n'omp nemet poultrenn.


Ne c'hourdrouz ket da viken, ne zalc'h ket e gounnar bepred,


Salm David. Evit derc'hel soñj.


D'ar mestr-kaner; gant binvioù-kerdin; war "Sheminid"; salm David.


pa savez, o Doue, evit barn, evit dieubiñ holl ezhommeien an douar.  Ehan


Met eñ, trugarezus, a bardone o zorfed ha n'o distruje ket. Alies e tistroe diouzh e gounnar ha ne zihune ket e holl fulor.


Perak c'hoazh skeiñ ganeoc'h pa gendalc'hit hoc'h emsavadeg? Ar penn holl a zo klañv, ar galon holl a zo diyac'h.


Met p'en devo an AOTROU peurc'hraet e holl oberenn war Venez Sion hag e Jeruzalem, ec'h ensellin frouezh kalon ourgouilhus roue Asiria ha rogentez e zaoulagad otus.


Evel-henn e komz an AOTROU: Pelec'h emañ ar skrid a dorr-dimeziñ eus ho mamm, am eus kaset kuit anezhi drezañ? Piv eo an hini eus va c'hredourien am eus gwerzhet ac'hanoc'h dezhañ? Setu, en abeg d'ho pec'hedoù ez oc'h bet gwerzhet, en abeg d'ho mankoù eo bet kaset kuit ho mamm.


Da zilezet em eus evit ur predig, met ez tegemerin gant trugarezioù bras.


Ne dabutin ket da viken ha ne vin ket imoret atav, rak ar spered a sempl dirazon, hag an eneoù am eus krouet.


Deuet out a-ziarbenn d'an hini a laouena oc'h ober ar reizhder, ha d'ar re a gerzh ez hentoù o kaout soñj ac'hanout. Setu, erezet out bet rak pec'het hon eus abaoe pell, met salvet e vimp.


Va c'hastiz, AOTROU, koulskoude dre vuzul, nann hervez da gounnar, gant aon na'm c'hasfes da netra.


Rak me a zo ganit, eme an AOTROU, evit da zieubiñ. Peurzistrujañ a rin an holl vroadoù am boa da stlabezet en o zouez, met te, ne zistrujin ket ac'hanout holl, da gastizañ a rin gant muzul, met ne'z talc'hin ket evit didamall.


En amzer-se e vo lavaret d'ar bobl-mañ ha da Jeruzalem: Un avel skarnil a c'hwezh eus lec'hioù uhel ar gouelec'h war hent merc'h va fobl, met n'eo ket evit gwentañ nag evit naetaat.


Evel-henn e komz an AOTROU: An holl vro a vo nemet drasterezh, met ne gasin ket an distruj da benn.


Te eta, Jakob va servijer, na'z pez ket aon, eme an AOTROU, rak emaon ganit. Kas a rin da get an holl vroadoù am bo da gaset enno. Ne zistrujin ket ac'hanout holl, da gastizañ a rin gant muzul, koulskoude ne zalc'hin ket ac’hanout evit didamall.


Rak an Aotrou ne zistaol ket da viken.


Ma ro glac'har, truez en deus ivez, hervez braster e drugarezioù.


Met tennet eo bet gant fulor ha taolet d'an douar, avel ar sav-heol he deus disec'het he frouezh, he skourroù kreñv a zo bet torret ha disec'het, an tan en deus pulluc'het anezho.


Petra bennak m'en deus roet frouezh e-touez e vreudeur, avel ar sav-heol a zeuio, avel an AOTROU o sevel eus ar gouelec'h, hag e tisec'ho e eien hag e kaso da hesk e feunteun. Laeret e vo en teñzor an holl draoù prizius.


Selaouit komz an AOTROU, mibien Israel! Rak an AOTROU en deus ur rendael gant tud ar vro, rak n'eus na gwirionez, na truez, nag anaoudegezh Doue er vro.


Temptadur ebet n’eo deuet deoc’h ha na vefe ket kumun d’an dud. Met Doue a zo feal ha ne lezo ket ho temptañ en tu all d’ho nerzh ha, gant an temptadur, e tiskouezo ivez an hent da zont er-maez evit ma c’hellot e c’houzañv.


E kement-se en em laouenait, petra bennak ma’z oc’h tristaet bremañ evit un nebeud amzer dre veur amprouenn pa’z eo ret e c’hoarvezfe kement-se,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan