Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 27:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 An AOTROU, ha skoet en deus gant e bobl evel m'eo bet ar re o doa skoet ganti? Israel, ha lazhet eo bet evel m'eo bet ar re o doa lazhet anezhi?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 27:7
17 Iomraidhean Croise  

Met p'en devo an AOTROU peurc'hraet e holl oberenn war Venez Sion hag e Jeruzalem, ec'h ensellin frouezh kalon ourgouilhus roue Asiria ha rogentez e zaoulagad otus.


Sklerijenn Israel a zeuio da vezañ un tan, hag e Sant ur flamm, a zevo hag a lonko e zrein hag e zrez en un devezh hepken,


Gant an abardaez e teu ur spouron trumm; a-raok ar mintin, n'emaint ken. Evel-se eo lodenn ar re a ziwisk ac'hanomp, ha tonkad ar re a breizh ac'hanomp.


Ne vo kreñvlec'h ebet ken en Efraim, ha rouantelezh ebet en Damask hag e nemorant eus Siria. Bez' e vint evel gloar mibien Israel, eme AOTROU an armeoù.


Ouzh mouezh an AOTROU e kreno an Asiriad, skeiñ a raio warnañ gant e vazh.


An Asiria a gouezho dre ur c'hleze na vo ket hini un den, hag ar c'hleze na vo ket hini ur mab-den a lonko anezho, tec'hout a raint kuit dirak ar c'hleze, hag o zud yaouank a zeuio da vezañ truajidi.


Gant an aon ez aint d'o c'hreñvlec'h, o renerien a vo spontet dirak ar banniel, eme an AOTROU, an Hini emañ e dan e Sion hag e fornez e Jeruzalem.


Evel en distruj Sodom ha Gomora hag ar c'hêrioù nesañ, eme an AOTROU, ne vano den ebet eno, ne chomo mab-den ebet eno.


Hag e roin da Vabilon ha da holl dud Kaldea, dirak ho taoulagad, an holl zroug o deus graet e Sion, eme an AOTROU.


Setu ar pezh a c'hourc'hemenn an AOTROU diwar da benn: Ne vo lignez ebet o tougen da anv. Lemel a rin eus ti da zoueoù ar skeudennoù kizellet hag ar re deuzet. Kempenn a rin da vez, rak deuet out da vezañ disprizet.


N'eus louzoù ebet ouzh da c'hloaz, da c'houli a zo grevus. An holl re a glevo komz diwar da benn a stlako o daouarn warnout. Rak piv n'en deus ket klevet dalc'hmat da zrougiezh o tremen?


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan