Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 27:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Un deiz Jakob a wrizienno, Israel a vleunio hag a daolo bountoù, hag e vo leuniet gant o frouezh dremm an douar.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 27:6
21 Iomraidhean Croise  

Ober a ra dezho treiñ a bep tu hervez e renadur, evit ma raint ar pezh a c'hourc'hemenno dezho war-c'horre an douar poblet.


Ar gouelec'h hag ar vro sec'h a laouenaio, al lec'h didud a sartaio hag a vleunio evel safron.


Bleuniañ a raio e-leizh hag e laouenaio, leuskel a raio kriadennoù a levenez ha kanaouennoù trec'h. Gloar al Liban a vo roet dezhañ, gant splannder ar C'harmel ha Saron. Gwelout a raint gloar an AOTROU ha splannder hon Doue.


Hag an nemorant a zo en em dennet e ti Juda a vounto e wrizioù a-zindan hag a roio e frouezh a-us.


En deiz-se e vo diwan an AOTROU kaer ha glorius, ha frouezh an douar brav ha dispar, evit ar re a zo en em dennet eus Israel.


Ma chom c'hoazh un dekvedenn, e vint kuzumet d'o zro; met evel ma vir un dourmantinenn hag un dervenn o skosenn pa vezont diskaret, e teuio anezho ur skosenn, ul lignez santel.


Ar bihanañ a zeuio da vezañ ur miliad, hag an disterañ ur vroad c'halloudus. Me an AOTROU a hasto kement-mañ en amzer dereat.


Hag e teuio diouto trugarekadennoù ha kriadennoù a levenez, hag e kreskin anezho, ne vihanaint ken, hag ec'h enorin anezho, ne vint ken izelaet.


Liesaat a rin warnoc'h an dud, holl di Israel, ar c'hêrioù a vo annezet, hag al lec'hioù gwastet a vo adsavet.


Ha c'hwi menezioù Israel, e lakaiot ho skourroù da greskiñ hag e roiot ho frouezh evit va fobl Israel, rak an traoù-se a zo prest d'en em gavout.


Hag e hadin anezhi evidon en douar. Hag em bo truez ouzh Lo-Rukama, hag e lavarin: Va fobl, da Lo-Ammi. Hag e lavarint din: Va Doue!


Ha meur a vroad en em stago ouzh an AOTROU en deiz-se, hag a zeuio da vezañ va fobl; hag e vin o chom ez kreiz, hag e ouezi ez on bet kaset davedout gant AOTROU an armeoù.


Ha mar d-oc’h da Grist, ez oc’h lignez Abraham hag an heritourien hervez ar bromesa.


Rak ni a zo an amdroc’hidi, ni hag a azeul Doue er Spered, ni hag a gavomp gloar e Jezuz-Krist, ni ha ne lakaomp ket hor fiziañs er c’hig,


Ar seizhvet ael a sonas, ha mouezhioù kreñv a voe klevet en neñv o lavarout: Rouantelezhioù ar bed a zo lakaet dindan galloud hon Aotrou hag e Grist. Eñ a reno e kantvedoù ar c’hantvedoù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan