rak bet out ur repu evit an hini gwan, ur repu evit ar paour en e estrenvan, ur goudor ouzh an arnev, ur skeud ouzh an tommder, rak c'hwezh ar re spontus a zo evel un arnev o skeiñ gant ur voger.
Piv a zo dall nemet va servijer? Piv a zo bouzar evel ar c'hannad am eus kaset? Piv a zo dall evel an hini a voe leuniet a vadoù, dall evel servijer an AOTROU?
N'eus den hag a c'halvfe da anv, nag a zihunfe evit en em stagañ ouzhit. Setu perak ec'h eus kuzhet da zremm ouzhimp, hag ec'h eus lakaet ac'hanomp da deuziñ en abeg d'hon direizhder.
Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c’hoantaet dastum da vugale evel ma tastum ur yar he c’hlodad dindan he divaskell, ha n’eo ket bet fellet deoc’h!
evit ma hor bo ur frealz galloudek, dre an daou dra digemmus-se na c’hell ket Doue gaouiadiñ enno, ni hag a glask ur repu e perc’hennidigezh nerzhus an esperañs kinniget deomp.
Tud Gabaon a gasas da gavout Jozue da gamp Gilgal, da lavarout: Na zilez ket da zorn diouzh da servijerien, pign buan d'hor c'havout, dieub ac'hanomp ha ro sikour deomp, rak holl rouaned an Amoreaned a zo o chom war ar menez, a zo en em zastumet a-enep deomp.