Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 27:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 N'eus ket a gounnar ennon. Pa vo roet din drez pe spern da stourm outo, kerzhout a rin warno, hag o deviñ a rin a-unvan,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 27:4
17 Iomraidhean Croise  

Hag ar re zrouk a vo holl evel spern a daoler pell, rak n'o c'hemerer ket gant an dorn.


An hini a fell dezhañ stekiñ outo a ra gant un houarn pe gant koad ur goaf, hag e vezont devet en tan war al lec'h.


Ne c'hourdrouz ket da viken, ne zalc'h ket e gounnar bepred,


pardonet ec'h eus direizhder da bobl, goloet ec'h eus o holl bec'hedoù.  Ehan


Sklerijenn Israel a zeuio da vezañ un tan, hag e Sant ur flamm, a zevo hag a lonko e zrein hag e zrez en un devezh hepken,


En deiz-se e lavari: Da veuliñ a ran, o AOTROU, rak kounnaret e oas em enep, met da gounnar a zo sioulaet, ha va frealzet ec'h eus.


Ar pobloù a vo evel fornezioù plastr, evel drein troc'het a zev en tan.


En abeg da gounnar AOTROU an armeoù, an douar a zo entanet, hag ar bobl a zeu da vezañ preizh an tan, den ne espern e vreur.


Rak gouzout a ran ar soñjoù a ran evidoc'h, eme an AOTROU, soñjoù a beoc'h ha nann a zroug, evit reiñ deoc'h un dazont hag un esperañs.


evit ma ez po soñj ha ma vi mezhek. En abeg da'z tismegañs, ne zigori ken da c'henoù pa em bo pardonet dit kement ac'h eus graet, eme an Aotrou AOTROU.


Ha mac'hañ a reot ar re zrouk, rak evel ludu e vint dindan solioù ho treid en deiz ma kempennan, eme AOTROU an armeoù.


E grouer a zo gantañ en e zorn, naetaat a raio mat e leur, hag e tastumo ar gwinizh er solier, met ar pell a zevo en tan na varv ket.


met an hini a ro drein hag askol, a zo dianzavet ha prest da vezañ milliget; e ziwezh eo bezañ devet.


an Aotrou a oar mirout eus an amprouenn ar re a zouj anezhañ ha derc’hel ar re zireizh da vezañ kastizet da zeiz ar varn,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan