Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 27:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 En deiz-se e tiskaro an AOTROU ar frouezh, adalek red ar stêr Eufratez betek froud an Ejipt, hag e viot dastumet hini hag hini, o mibien Israel!

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 27:12
24 Iomraidhean Croise  

En deiz-se, an AOTROU a reas un emglev gant Abram, o lavarout: Me a ro ar vro-mañ da'z lignez, adalek stêr an Ejipt betek ar stêr vras, ar stêr Eufratez,


Salomon a lidas ar gouel en amzer-se, hag holl Israel gantañ. Bez' e oa ur vodadenn vras-meurbet, deuet adalek trowardroioù Hamad betek froud an Ejipt, dirak an AOTROU hon Doue, e-pad seizh deiz ha seizh deiz all, da lavarout eo e-pad pevarzek deiz.


ha goude, e tistroiot din, hag e virot va gourc'hemennoù, hag e reot hervezo, ha neuze, pa viot bet kaset betek pennoù an neñvoù, e tastumin ac'hanoc'h ac'hane, hag ho tegasin d'al lec'h am eus dibabet evit lakaat va anv.


A-dra-sur Doue a vruzuno penn e enebourien, klopenn blevek eus hini a gerzh en e dorfedoù.


Ren a raio eus ur mor d'egile, hag adalek ar stêr betek pennoù an douar.


Met menel a raio eno un nebeud blokadoù bihan, evel pa hejer ur wezenn-olivez: chom a ra div pe deir olivenn e beg ar skourr uhelañ, ha peder pe bemp war ar brankoù ampletus, eme an AOTROU Doue Israel.


Ha bremañ e komz an AOTROU, eñ hag en deus va stummet adalek ar c'hof evit bezañ e servijer, evit degas Jakob d'e gavout en-dro, hag Israel strewet; met e vin enoret dirak daoulagad an AOTROU, ha va Doue a vo va nerzh.


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU, a zastum re stlabezet Israel: Dastum a rin ganto c'hoazh reoù all, ouzhpenn e re zastumet dija.


Distroit, mibien adfeilherien, eme an AOTROU, rak me eo hoc'h ozhac'h. Ho kemer a rin, unan eus ur gêr, daou eus un tiegezh, hag ho tegasin en-dro da Sion.


Ar re o devo tec'het eus ar c'hleze a zistroio eus bro Ejipt da vro Juda en niver bihan-meurbet, hag holl nemorant Juda, an holl re a zo deuet da vro Ejipt evit chom enni, a anavezo peseurt komz a vo sevenet, va hini pe o hini.


Hag e tennin ac'hanoc'h a-douez ar pobloù, hag e tastumin ac'hanoc'h eus ar broioù oc'h bet stlabezet enno gant un dorn kreñv, ur vrec'h astennet, ur fulor skuilhet.


Kemer a rin plijadur ennoc'h evel en un ezañs a c'hwezh-vat, pa em bo ho tennet a-douez ar pobloù hag ho tastumet eus ar broioù oc'h bet stlabezet enno. Hag e vin santelaet ennoc'h dirak daoulagad ar pobloù.


Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Bremañ e kasin en-dro dalc'hidi Jakob, hag em bo truez eus holl di Israel, hag e vin gwarizius ouzh va anv santel,


Ouzh tu ar c'hreisteiz: Ouzh ar c'hreisteiz, adalek Tamar betek doureier Meriba e Kadesh, a-hed ar froud betek ar Mor Bras. Setu kostez ar c'hreisteiz.


Rak setu ez an da reiñ va urzhioù, hag e hejin e-touez an holl vroadoù ti Israel, evel ma vez hejet an ed er c'hrouer, hep na gouezh ur c'hreunenn d'an douar.


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Setu ez an da saveteiñ va fobl eus bro ar sav-heol hag eus bro ar c'huzh-heol.


Pehini ac’hanoc’h, mar en deus kant dañvad ha mar deu da goll unan anezho, ne lez ket an naontek ha pevar-ugent all el lec’h distro evit mont da glask an hini a zo kollet, ken en defe e gavet?


Deñved all am eus ha n’int ket eus ar c’hraou-mañ. Ret eo din degas anezho ivez hag e klevint va mouezh. Hag e vo un tropell hepken hag ur mesaer hepken.


Kement a roio an Tad din a zeuio da’m c’havout, ha ne lakain ket er-maez an hini a zeuio da’m c’havout,


hag e tremene dre Azmon, hag ez ae da froud an Ejipt; dibenn an harz a oa ar mor. Hennezh e voe an harz kreisteiz.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan