Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 27:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 En deiz-se e skoio an AOTROU gant e gleze bras nerzhus ha kalet ouzh al leviatan, an naer skañv, ouzh al leviatan, an naer gildrouk, hag e lazho an euzhvil mor.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 27:1
30 Iomraidhean Croise  

Dre e Spered e fich an neñvoù, e zorn a dreuz an naer tec'had.


Ra villigint anezhi ar re a villig an deiz hag a zo prest da sevel al Leviatan!


Pennoberenn hentoù Doue eo, e grouer en deus roet e gleze dezhañ.


Hag e tenni al leviatan gant un higenn? Hag e krogi en e deod gant ur gordenn?


Eno e pourmen al listri, hag al Leviatan-se ac'h eus graet evit c'hoari ennañ.


Ar c'haerañ eus mibien an dud ez out, an drugarez a zo skuilhet war da vuzelloù, ha Doue en deus da venniget da viken.


Rak setu, dont a ra an AOTROU er-maez eus e chomlec'h, evit kastizañ drougiezh tud an douar. Hag an douar a ziskouezo ar gwad bet skuilhet warnañ, ha ne guzho ket ken e re lazhet.


Dihun! Dihun! Gwisk an nerzh, brec'h an AOTROU! Dihun, evel en deizioù a wechall, en oadoù kozh. Ha n'eo ket te a frikas Rahab, hag a c'hloazas an aerouant?


e tiniverin ac'hanoc'h evit ar c'hleze, hag en em blegot evit bezañ lazhet. Rak galvet em eus ha n'hoc'h eus ket respontet, komzet em eus ha n'hoc'h eus ket selaouet, graet hoc'h eus ar pezh a zo drouk dirak va daoulagad, dibabet hoc'h eus ar pezh a zisplij din.


Ar bleiz hag an oan a beuro a-gevret, al leon a zebro plouz evel an ejen, ar poultr a vo boued an naer. Ne vo ket graet a zroug ha ne vo ket distrujet war va holl venez santel, eme an AOTROU.


An AOTROU a raio barnedigezh a-enep pep kig dre an tan ha dre ar c'hleze, ha kalz a vo lakaet d'ar marv gant an AOTROU.


A! Kleze an AOTROU! Betek pegeit ne baouezi ket? Distro da'z kouin, sioula ha chom peoc'h!


Te hag a zo o chom war galz a zour, te hag ac'h eus teñzorioù e-leizh, da ziwezh a zo deuet, muzul da c'hounid direizh a zo leun.


Nebukadnezar roue Babilon en deus va debret ha va brevet, va lezet en deus evel ul lestr goullo, va lonket en deus evel un aerouant, leuniet en deus e gof eus va gwellañ traoù, va c'haset en deus.


Komz ha lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzhit Faraon roue an Ejipt, krokodil bras gourvezet e-kreiz da stêrioù, hag a lavar: Va stêr a zo din, me am eus graet anezhi.


pa en em guzhfent war lein ar C'harmel, o c'hlaskin eno hag o zapin ac'hane, pa dec'hfent a-zirak va daoulagad betek foñs ar mor, e c'hourc'hemennin d'an naer flemmañ anezho,


Ur sin all a voe gwelet c’hoazh en neñv. Setu, un aerouant bras a liv tan o kaout seizh penn ha dek korn, ha war e bennoù seizh talgen.


Gwelout a ris o sevel eus an douar ul loen all, a oa dezhañ daou gorn heñvel ouzh re un oan hag a gomze evel un aerouant.


Azeuliñ a rejont an aerouant en doa roet galloud d’al loen, hag ec’h azeuljont al loen o lavarout: Piv a zo heñvel ouzh al loen ha piv a c’hello en em gannañ outañ?


Gwelout a ris o vont kuit eus genoù an aerouant, eus genoù al loen hag eus genoù e fals-profed, tri spered hudur heñvel ouzh gleskered.


Unan eus ar seizh ael o doa ar seizh hanaf a zeuas hag a gomzas ouzhin, o lavarout: Deus, hag e tiskouezin dit barnedigezh ar c’hast vras a zo azezet war galz a zoureier.


Lavarout a reas din: An doureier ac’h eus gwelet, ma’z eo azezet ar c’hast warno, a zo pobloù, engroezioù, broadoù ha yezhoù.


Ar peurrest a voe lazhet gant ar c’hleze a zeue eus genoù an hini a oa pignet war ar marc’h, hag an holl laboused a voe leuniet gant o c’hig.


Az pez eta keuz, anez e teuin prest da’z kavout hag e stourmin outo gant kleze va genoù.


Eñ a grogas an aerouant, an naer kozh, a zo an diaoul ha Satan, hag ec’h ereas anezhañ evit mil bloavezh.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan