Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 26:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Rak setu, dont a ra an AOTROU er-maez eus e chomlec'h, evit kastizañ drougiezh tud an douar. Hag an douar a ziskouezo ar gwad bet skuilhet warnañ, ha ne guzho ket ken e re lazhet.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 26:21
28 Iomraidhean Croise  

O douar, na c'holo ket va gwad! Ra ne vo lec'h ebet evit derc'hel va c'hriadenn.


An neñvoù a zizoloio e zireizhder, an douar a savo a-enep dezhañ.


Petra a reot en deiz ar varnedigezh, pa zeuio an distruj a-bell? Etrezek piv e tec'hot evit kaout sikour, ha pelec'h e lezot ho kloar?


Me a gastizo ar bed en abeg d'e fallagriezh, hag ar re zrouk evit o direizhder, lakaat a rin da baouez lorc'h ar re rok, hag e tiskarin balc'hder ar waskerien.


Evel-henn en deus komzet an AOTROU ouzhin: En em zerc'hel a rin sioul, hag e sellin diouzh va chomlec'h, evel un tommder skedus er sklerijenn, evel ur goabrenn a c'hlizh e tommder an eost.


AOTROU an armeoù en deus lavaret da'm divskouarn: Biken an direizhder-se ne vo pardonet deoc'h, ken na varvot gantañ, eme an Aotrou, AOTROU an armeoù.


Gweladennet e vi gant AOTROU an armeoù, gant kurunoù, krenioù-douar, trouz bras, korventenn, arnev, flamm un tan loskus.


Setu, kement-se a zo skrivet dirazon, ne davin ket, hag e paein ar gopr, ya, me a baeo ar gopr dezho en o bruched,


eus ho tireizhder hag eus direizhder ho tadoù, eme an AOTROU, int hag o deus lakaet da vogediñ ezañs war ar menezioù hag o deus va dismegañset war ar c'hrec'hioù. Hag e vuzuilhin en o bruched ar gopr eus ar pezh o deus graet gwechall.


Ur vouezh skeltr a zeu eus kêr, ur vouezh a zeu eus an templ, mouezh an AOTROU o paeañ o gopr d'e enebourien.


Hag e lavaras din: Mab an den, hag e welez ar pezh a ra an dud-se hag an euzhusterioù bras a ra amañ ti Israel, evit pellaat ac'hanon diouzh va santual? Met tro, hag e weli c'hoazh euzhusterioù brasoc'h.


Tud diskiant! An hini en deus graet an diavaez, ha n’en deus ket graet ivez an diabarzh?


evit ma vo goulennet digant ar rummad-mañ gwad an holl brofeded a zo bet skuilhet abaoe krouidigezh ar bed,


Rak skuilhet o deus gwad ar sent hag ar brofeded, hag ec’h roet eus dezho gwad da evañ. Henn meritout a reont.


Enni eo bet kavet gwad ar brofeded, ar sent hag ar re holl a zo bet lakaet d’ar marv war an douar.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan