Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 26:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Da re varv a vevo! Va c'horf marv a savo! Dihunit ha kanit gant levenez, tud ar boultrenn! Rak da c'hlizhenn a zo evel glizhenn ar sklêrijenn, hag an douar a roio en-dro ar re aet da get.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 26:19
37 Iomraidhean Croise  

Daoust ma kosha en douar he gwrizienn, ha ma'z eo marvet er poultr he c'hef,


Va gwrizienn a oa digor d'an dour, ar glizh a dremene an noz war va skourroù.


Da bobl a vo ur bobl a volontez vat, en deiz ma'z aio da arme er-maez, gant gwiskamantoù santel. Da soudarded yaouank a vo dirazout evel ur c'hlizhenn o tont e-kreiz gouloù-deiz.


Bez' on evel an dour a red, va holl eskern a zo diframmet, va c'halon a zo evel koar, o teuziñ e-kreiz ac'hanon.


Rak ar rouantelezh a zo d'an AOTROU, hag e ren war ar broadoù.


Va lakaet ec'h eus da welout meur a estrenvan ha meur a boan, hag e tistroez da reiñ ar vuhez din, ha va lakaez da bignat er-maez eus donderioù an douar.


Hag e ri ur burzhud bennak evit ar re varv? Hag e savo ar re dremenet evit da veuliñ?  Ehan


Evel-henn en deus komzet an AOTROU ouzhin: En em zerc'hel a rin sioul, hag e sellin diouzh va chomlec'h, evel un tommder skedus er sklerijenn, evel ur goabrenn a c'hlizh e tommder an eost.


Lonkañ a raio ar marv en trec'h; an Aotrou AOTROU a sec'ho an daeroù diwar an holl zremmoù, hag a lakaio dismegañs e bobl da dec'hout kuit a-ziwar an douar holl, rak an AOTROU en deus komzet.


Dihun! Dihun! Sav, Jeruzalem! Evet ec'h eus, eus dorn an AOTROU, hanafad e gounnar; evet ec'h eus, sunet ec'h eus betek al lec'hid an hanaf-mezevelliñ.


Ha kalz eus ar re a zo o kousket e poultr an douar a zihuno, darn evit ar vuhez peurbadus, ha darn evit an dismegañs hag ar vezh peurbadus.


Me a baeo o daspren eus galloud lec'h ar marv, me o daspreno eus ar marv. O marv, pelec'h emañ da vosennoù? Lec'h ar marv, pelec'h emañ da zistruj? Ar geuzidigezh a zo kuzhet ouzh va daoulagad.


Evel ar c'hlizhenn e vin evit Israel, bleuniañ a raio evel al lili, hag ec'h astenno e wrizioù evel al Liban.


Goude daou zevezh hol lakaio da advevañ, ha d'an trede devezh hon adsavo, hag e vevimp dirazañ.


Rak an had a raio berzh, ar winienn a roio he frouezh, an douar a roio e broduadur, an neñvoù a roio o glizh, ha lakaat a rin nemorant ar bobl-mañ da berc'hennañ an holl draoù-se.


ar bezioù a zigoras ha meur a gorf eus ar sent a oa marv a adsavas a varv,


Mont a reas da gavout Pilat hag e c’houlennas digantañ korf Jezuz. Neuze Pilat a c’hourc’hemennas reiñ ar c’horf.


hag o kaout e Doue an esperañs-se o deus o-unan, penaos e c’hoarvezo un adsavidigezh a-douez ar re varv, ken eus ar re reizh evel eus ar re zireizh.


Met bremañ Krist a zo adsavet a-douez ar re varv; deuet eo da vezañ ar frouezh kentañ eus ar re a zo marv.


Dre-se eo lavaret: Dihun, te a zo kousket, sav a-douez ar re varv, ha Krist a lugerno warnout.


Va c'helennadurezh a redo evel ar glav, va ger a gouezho evel ar glizh, evel al litenn war ar c'hlasvez, evel barradoù war ar geot!


Ha diwar-benn Jozef e lavaras: E vro a zo benniget gant an AOTROU, gant traoù prizius an neñv, gant ar glizh, gant ar poulloù en traoñ,


Israel a chomo e-unan e surentez, eienenn Jakob, a vo war un douar a winizh hag a win, hag e neñvoù a zivero ar c'hlizhenn.


Evel-se ec’h anavezin Krist, ha galloud e adsavidigezh a varv, ha kenlodenn e boanioù, o tont heñvel outañ en e varv,


Eñ a gemmo hor c’horf a zismegañs evit e lakaat heñvel ouzh korf e c’hloar, hervez ar galloud en deus da lakaat an holl draoù da blegañ dezhañ.


An AOTROU a ra mervel hag a ra bevañ. Eñ a ra diskenn d'al lec'h ar marv hag a ra da zont er-maez.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan