Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 26:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Evel ur wreg vrazez prest da wilioudiñ a c'houzañv gwentloù hag a gri en he foanioù, evel-se omp bet, pell diouzh da zremm, o AOTROU!

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 26:17
11 Iomraidhean Croise  

Pa wilioud ur wreg, he devez poan abalamour ma’z eo deuet hec’h eur, met goude ma he deus ganet ur bugel, n’he deus ken soñj eus he foan gant al levenez he deus da vezañ ganet un den er bed.


Bez' e vint spouronet, karget a c'hlac'har hag a anken; gouzañv a raint gwentloù evel ur vaouez o wilioudiñ, sellout a raint an eil ouzh egile gant souezh, o dremm a vo entanet.


Rak pa lavarint: Peoc’h ha surentez! neuze un distruj buan a zeuio warno, evel ma c’hoarvez ar gwentloù gant ur wreg a zo brazez, ha ne dec’hint ket.


Setu perak va divgroazell a zo karget a c'hlac'har; gouzañv a ran gwentloù evel ur vaouez o wilioudiñ, ar poanioù am harz da glevout, ar spouron am harz da welout,


Goulennit ha gwelit hag-eñ e c'hell ur gwaz genel. Perak e welan pep den gant e zaouarn war e zivgroazell, evel ur vaouez er poanioù? Perak eo deuet an holl zremmoù da vezañ drouklivet?


Klevet hon eus an trouz a gement-se, hon daouarn a zeu da vezañ laosk, an enkrez a grog ennomp, poanioù evel ur vaouez o wilioudiñ.


Klevet em eus evel kriadenn ur vaouez er poanioù, evel enkrez ur vaouez en he c'hentañ gwilioud, kriadenn merc'h Sion o huanadiñ, oc'h astenn he daouarn: A! Gwalleur din! Rak va ene a bleg dindan ar vuntrerien.


He gelet o deus? Sabatuet int bet, spouronet int bet, aet int kuit gant hast.


Brazez e oa hag e krie, o vezañ er poanioù hag o c’houzañv gwentloù ar gwilioud.


Hag e lavarjont dezhañ: Evel-henn e komz Ezekiaz: An deiz-mañ a zo un deiz a enkrez, a gastiz hag a zismegañs. rak ar vugale a zo deuet betek ar poent da vezañ ganet, met n'eus ket a nerzh da wilioudiñ.


Lavarout a reas d'ar wreg: Kreskiñ a rin kalz da boan ha da vrazezded, genel a ri bugale gant poan, da c'hoantoù a zroio etrezek da ozhac'h hag eñ a reno warnout.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan