Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 26:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 AOTROU, en o estrenvan ez ejont da'z kavout, stlabezet o deus o c'hlemmoù pa'z eo bet da gastiz warno.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 26:16
23 Iomraidhean Croise  

Gant va mouezh e krian d'an AOTROU, gant va mouezh ec'h aspedan an AOTROU.


Va c'halon a lavar din eus da berzh: Klask va dremm! Me a glask da zremm, o AOTROU!


Va daeroù a zo deuet da vara din deiz ha noz, e-pad ma lavarer din hep paouez: Pelec'h emañ da Zoue?


ha va asped en deiz da estrenvan: me a zieubo ac'hanout ha te a roio gloar din.


En deiz va estrenvan, em eus klasket an Aotrou. E-pad an noz, va dorn a oa astennet etrezek ennañ ha ne skuizhe ket. Va ene ne felle ket dezhañ bezañ frealzet.


Pa lazhe anezho, e c'halvent anezhañ, en em lakaent da glask Doue.


Va aspediñ a raio hag e selaouin anezhañ, hag e vin gantañ en anken, hag en tenin ac'hane, hag e roin gloar dezhañ.


Hag e lavarjont dezhañ: Evel-henn e komz Ezekiaz: An deiz-mañ a zo un deiz a enkrez, a gastiz hag a zismegañs. rak ar vugale a zo deuet betek ar poent da vezañ ganet, met n'eus ket a nerzh da wilioudiñ.


a lavar d'ar c'hoad: Te eo va zad, ha d'ar maen: Va ganet ec'h eus. Troet o deus o c'hein ouzhin ha nann o dremm, hag en amzer o gwalleur e lavaront: Sav ha savete ac'hanomp!


Te hag a zo o chom el Liban, hag a ra da neizh er sedrez, pegement e klemmi pa zeuio warnout ar glac'har hag an enkrez, evel poan ur vaouez o wilioudiñ!


Neuze e c'halvot ac'hanon hag ez eot kuit; va fediñ a reot hag e selaouin ouzhoc'h.


Sav ha garm e-pad an noz, adalek deroù ar beilhadennoù. Skuilh da galon evel dour dirak dremm an Aotrou. Sav da zaouarn evit buhez da vugaligoù a varv gant an naon e kognoù pep straed.


Hag ez in kuit, hag e tistroin da'm lec'h, betek ma'c'h anavezint ez int kablus ha ma klaskint va dremm. En o enkrez, e klaskint ac'hanon gant pres.


Ne griont ket a galon etrezek ennon pa hirvoudont war o gweleoù. En em vodañ a reont evit gwinizh ha gwin, hag e tistroomp diouzhin.


Ar bobl a zeuas da gavout Moizez hag a lavaras: Pec'het hon eus rak komzet hon eus a-enep an AOTROU hag a-enep dit. Ped an AOTROU ma pellaio diouzhomp an naered.


Tamall ha kastizañ a ran ar re holl a garan. Az pez gred eta ha keuz.


Mibien Israel a lavaras d'an AOTROU: Pec'het hon eus, gra en hor c'heñver evel ma kavi mat, met dieub ac'hanomp hepken hiziv.


Anna a respontas o lavarout: Nann va aotrou, me a zo ur vaouez glac'haret en he spered, ne'm eus evet na gwin na boeson, met skuilhet em eus va ene dirak an AOTROU .


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan