Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 26:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Marv int ha ne vevint ket ken, aet int da get ha ne savint ket ken, o c'hastizet hag o distrujet ec'h eus, kaset ec'h eus zoken da netra o eñvor.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 26:14
25 Iomraidhean Croise  

E eñvor a dec'ho kuit a-ziwar an douar, e anv ne vo ken meneget war ar plasennoù.


Ar c'hof en ankounac’haio, ar preñv en debro c'hwek, den n'en devo soñj anezhañ, an den direizh a vo drailhet evel ur wezenn.


Ar goabrenn a steuz hag a ya kuit, evel-se an hini a ziskenn da lec'h ar marv ne adsavo ken.


En em stagañ a rejont ouzh Baal-Peor, hag e tebrjont aberzhoù ar re varv.


Ra vo e lignez lamet kuit, ra steuzio e anv gant ar rummad da zont!


divskouarn o deus ha ne glevont ket, n'eus ket kennebeut a c'hwezhadenn en o genoù.


Ra ne dostaio ket troad an hini lorc'hus ouzhin, ha ra ne vin ket brañsellet gant dorn an hini drouk.


Hep ma vefe fallentez ennon, e redont hag en em gempennont. Dihun da zont da'm sikour ha sell.


Kastizet ec'h eus ar broadoù, distrujet ec'h eus an hini drouk, o anv ac'h eus diverket dalc'hmat ha da viken.


En deiz-se e tieubas an AOTROU Israel eus dorn an Ejipsianed; Israel a welas an Ejipsianed marv war aodoù ar mor.


Eñvor ar re reizh a vo benniget, met anv ar re zrouk a vreino.


Ar re vev, e gwirionez, a oar e varvint, met ar re varv n'ouzont netra. N'eus gopr ebet ken evito, rak o eñvor a zo ankouaet.


Petra a reot en deiz ar varnedigezh, pa zeuio an distruj a-bell? Etrezek piv e tec'hot evit kaout sikour, ha pelec'h e lezot ho kloar?


Da re varv a vevo! Va c'horf marv a savo! Dihunit ha kanit gant levenez, tud ar boultrenn! Rak da c'hlizhenn a zo evel glizhenn ar sklêrijenn, hag an douar a roio en-dro ar re aet da get.


Gweladennet e vi gant AOTROU an armeoù, gant kurunoù, krenioù-douar, trouz bras, korventenn, arnev, flamm un tan loskus.


ha taolet en tan o doueoù, rak ne oant ket doueoù, met oberennoù daouarn an dud, koad ha mein. Setu perak o deus o distrujet.


Ma lavarer deoc'h: Goulennit kuzul digant ar speredoù hag ar sorserien, digant ar re a guzulik hag a grozmol, lavarit: Ur bobl, ha ned aio ket da gavout e Zoue? Hag eo digant ar re varv e c'houlenno evit ar re vev?


o lavarout: Sav, kemer ar bugel bihan hag e vamm, ha kae da vro Israel, rak ar re a glaske ar bugel bihan evit e lazhañ a zo marv.


Hag e servijot eno doueoù graet gant daouarn an den, koad pe maen, na welont ket, na glevont ket, na zebront ket, na c'hweshaont ket.


Ar peurrest eus ar re varv n’advevjont ket ken na voe ar mil bloavezh tremenet. Hounnezh eo ar gentañ adsavidigezh.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan