Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 25:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Abalamour da-se ar pobloù galloudek a ro gloar dit, kêrioù ar broadoù nerzhus a zoujo ac'hanout,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 25:3
16 Iomraidhean Croise  

Lavarit da Zoue: Pegen burzhudus eo da oberennoù! En abeg da vraster da nerzh, da enebourien a zeuio da blegañ dirazout.


Me a gastizo ar bed en abeg d'e fallagriezh, hag ar re zrouk evit o direizhder, lakaat a rin da baouez lorc'h ar re rok, hag e tiskarin balc'hder ar waskerien.


Meulit eta an AOTROU e sklêrijenn ar flammoù, hag anv an AOTROU Doue Israel en inizi ar mor.


Maread da enebourien a vo evel poultrenn vunut, maread an dud c'halloudek evel plouz o nijal, hag e c'hoarvezo a-daol-trumm.


Hag e vin meuraet ha santelaet, hag e vin anavezet dirak daoulagad broadoù niverus, hag e ouezint ez on me an AOTROU.


Lipat a raint ar poultr evel an naer, evel amprevaned an douar, mont a raint spouronet er-maez eus o bodennoù. Dont a raint en ur grenañ da gavout an AOTROU hon Doue, doujañ a raint ac'hanout.


Met an holl re a vano eus an holl vroadoù deuet a-enep Jeruzalem, a bigno bep bloaz evit stouiñ dirak ar Roue, AOTROU an armeoù, hag evit ober gouel an Tabernakloù.


An AOTROU a vo roue war an douar holl; en deiz-se e vo an AOTROU an hini nemetañ, hag e anv a vo an hini nemetañ.


D’an eur-se e c’hoarvezas ur c’hren-douar bras hag an dekvet lodenn eus ar gêr a gouezhas. Seizh mil den a voe lazhet gant ar c’hren-douar, ar re all a voe spouronet hag a roas gloar da Zoue an neñv.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan