Gwalleur d'ar re a c'halv an droug mat hag ar mad drouk, a laka an deñvalijenn e-lec'h ar sklêrijenn hag ar sklêrijenn e-lec'h an deñvalijenn, a laka ar c'hwerv e-lec'h an dous hag an dous e-lec'h ar c'hwerv!
Treiñ a rin ho kouelioù e kañvoù, hag hoc'h holl ganaouennoù e klemmganoù; lakaat a rin ar sac'h war an holl groazelloù, hag ar moalder war an holl bennoù, hag e lakain ar vro e kañv evel evit ur mab nemetañ, hag an diwezh a vo evel un devezh a c'hwervder.
AOTROU an armeoù a vo o diwaller, lonkañ ha mac'hañ a raint ar vein-batalm. Hag evañ a raint oc'h ober trouz evel everien-win, leun e vint evel listri-aberzh, evel kerniel an aoter.