Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 24:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Paouezet eo levenez an taboulinoù, echuet eo trouz ar re a laouenae, paouezet eo levenez an delenn.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 24:8
16 Iomraidhean Croise  

Ya, ra vo difrouezh an noz-se, ra ne zeuio mouezh laouen ebet enni!


Va zelenn a zo troet e kañvoù, ha va fleüt e mouezh o ouelañ.


Skourret hon eus hon telennoù ouzh haleg ar vro.


Ar joa hag al levenez o deus tec'het eus ar parkeier druz, ken a gan er gwiniennoù, ken a griadennoù a levenez, ken a flastrer evit jaodriñ ar gwin er beolioù, lakaet em eus da baouez ar c'hriadennoù laouen.


An delenn, al lud, an daboulin, ar fleüt, hag ar gwin a zo en o festoù. Ne daolont ket evezh ouzh oberenn an AOTROU, ne welont ket labour e zaouarn.


Setu perak emañ lec'h ar marv o ledanaat, digeriñ a ra e c'henoù hep muzul. O splannder, o engroez trouzus ha laouen a ziskenno ennañ.


Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Setu ez an da lakaat da baouez el lec'h-mañ, dirak ho taoulagad hag en ho teizioù, mouezh a joa ha mouezh a levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez.


Hag e lakain da baouez en o zouez mouezh ar joa ha mouezh al levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez, trouz ar mein-milin ha sklerijenn al lampoù.


Hag e lakain da baouez e kêrioù Juda hag e straedoù Jeruzalem mouezh ar joa ha mouezh al levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez, rak ar vro a vo gwastet.


An henaourien n'emaint ken ouzh an dorojoù, an dud yaouank ouzh o sonerezh.


Hag e lakain da baouez trouz da ganaouennoù; ha son da delennoù ne vo ket klevet.


en em gavet out bet en Eden, e liorzh Doue, goloet gant mein prizius a bep seurt, kornalin, topaz, diamant, krizolit, oniks, yalp, safir, skarboukl, emrodez hag aour. Oberidigezh an taboulinoù hag ar fleütoù a zo bet du-se, kempennet evit an deiz ma voes krouet.


Lakaat a rin da baouez hec'h holl levenez, he gouelioù, he loarioù nevez, he deizioù sabad, hag hec'h holl lidoù.


Setu perak ez eont da vezañ harluet e penn an harluidi, ha festoù an dud orgedus a baouezo.


Sonioù an delennerien, ar vuzikerien, ar fleüterien hag an drompilherien ne vint ken klevet e-barzh da greiz. Micherour ebet a bep seurt micher bennak a c’hell bezañ ne vo kavet ennout. Trouz ar maen-milin ne vo ken klevet ennout.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan