Ar joa hag al levenez o deus tec'het eus ar parkeier druz, ken a gan er gwiniennoù, ken a griadennoù a levenez, ken a flastrer evit jaodriñ ar gwin er beolioù, lakaet em eus da baouez ar c'hriadennoù laouen.
Rak parkeier Hesbon ha gwinieg Sibma a zizan; mistri ar broadoù o deus bruzunet ar gwellañ skodoù, en em astenne betek Jaezer, a gerzhe er gouelec'h, ar skourroù anezho a yae a-dreuz ar mor.
Hag e lakain da baouez e kêrioù Juda hag e straedoù Jeruzalem mouezh ar joa ha mouezh al levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez, rak ar vro a vo gwastet.