Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 24:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 An douar a zo saotret gant e annezerien, rak torret o deus al lezennoù, cheñchet o deus ar reolennoù, disc'hraet o deus an emglev peurbadus.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 24:5
49 Iomraidhean Croise  

Ha n'eo ket evel-se va zi dirak Doue? Graet en deus ganin un emglev peurbadus, reizhet mat ha stabil. Va holl silvidigezh, kement a garan, ha n'o lakaio ket da vleuniañ?


en abeg da-se, evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Setu ez an da lakaat da zont war Jeruzalem ha war Juda un droug, e doare ma piv bennak a glevo komz dioutañ, e tinto dezhañ e zivskouarn.


dre m'o deus graet ar pezh a zo fall dirak va daoulagad, ha m'o deus va c'hounnaret, abaoe an deiz m'eo deuet o zadoù eus an Ejipt betek hiziv.


Manase a ziankas Juda ha tud Jeruzalem, betek ober gwashoc'h eget ar broadoù o doa distrujet an AOTROU a-zirak mibien Israel.


hag a startaas e Jakob evit bezañ ur reol, evit bezañ da Israel un emglev peurbadus,


Va c'halon a gren em diabarzh, ha spontoù ar marv a zo kouezhet warnon.


Kas a rin anezhi a-enep ur vroad pilpous, hag e roin dezhi ur garg a-enep pobl va c'hounnar, evit skrapat, evit preizhata, evit mac'hañ anezho evel fank ar straedoù.


Rak ur bobl disent ez int, mibien c'haouiat, mibien na fell ket dezho selaou lezenn an AOTROU,


An hentoù a zo didud, n'eus ket ken a veajourien, torret en deus an emglev, disprizet en deus ar c'hêrioù, ne ra van ebet eus an dud.


Evel-henn e komz an AOTROU: Pelec'h emañ ar skrid a dorr-dimeziñ eus ho mamm, am eus kaset kuit anezhi drezañ? Piv eo an hini eus va c'hredourien am eus gwerzhet ac'hanoc'h dezhañ? Setu, en abeg d'ho pec'hedoù ez oc'h bet gwerzhet, en abeg d'ho mankoù eo bet kaset kuit ho mamm.


Rak an drougiezh a zev evel un tan a lonk drez ha spern, deviñ a raio al lec'hioù stankañ eus ar c'hoadoù, ma sav kolonennoù moged.


Aet int en-dro da zireizhder o zadoù kentañ, ar re o deus nac'het selaou ouzh va c'homzoù hag a zo aet war-lerc'h doueoù all evit o servijañ. Ti Israel ha ti Juda o deus torret va emglev am eus graet gant o zadoù.


Goulenn a raint hent Sion, hag e troint o selloù etrezek enni, o lavarout: Deuit, en em stagit ouzh an AOTROU, dre un emglev peurbadus na vo ket ankounac'haet.


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Ober a rin dit evel ma ec'h eus graet, pa ec'h eus disprizet al le en ur derriñ an emglev.


Met ti Israel en em savas a-enep din er gouelec'h, ne gerzhjont ket hervez va reolennoù, taolet o deus kuit va barnedigezhioù, ha ma ra hervezo an den e vevo drezo, disakret o deus va deizioù sabad en un doare dreistmuzul. Neuze em eus soñjet skuilhañ va fulor warno er gouelec'h, evit o c'has da netra.


dre ma n'o doa ket graet diouzh va barnedigezhioù, dre m'o doa taolet kuit va reolennoù, dre m'o doa disakret va deizioù sabad, ha dre ma oa aet o daoulagad war-lerc'h idoloù o zadoù.


Hag e rin ganto un emglev a beoc'h, a vo un emglev peurbadus ganto. O diazezañ a rin hag o liesain, hag e lakain va santual en o c'hreiz da viken.


Hag e lavaro gerioù a-enep an Uhel-Meurbet, hag e heskino sent an Uhel-Meurbet, hag e vo e-sell da cheñch an amzerioù hag al lezenn. Ar sent a vo lakaet etre e zaouarn e-pad un amzer hag amzerioù hag un hanter-amzer.


N'hon eus ket selaouet mouezh an AOTROU hon Doue evit kerzhout hervez e lezennoù, en doa lakaet dirazomp dre e servijerien ar brofeded.


pec'het hon eus, graet hon eus an direizhder, bet omp drouk ha disent, distroet hon eus diwar da c'hourc'hemennoù ha da varnedigezhioù,


Met evel Adam o deus torret va emglev, eno ez int bet difeal em c'heñver.


Mirout a reot va holl reolennoù ha va holl varnedigezhioù, hag e reot hervezo, evit na zislonko ket ac’hanoc’h ar vro e kasan ac’hanoc’h da chom enni.


Keit ha ma vo gwastet, e tiskuizho, abalamour ma n’en doa ket diskuizhet e-pad ho teizioù sabad, pa oac’h o chom warnañ.


Savit ha kerzhit! Rak n'emañ ket amañ lec'h ho tiskuizh, en abeg d'an hudurnez, an distruj a ziskaro, un distruj rust.


Reizh e oant o-daou dirak Doue, hag ec’h heulient holl c’hourc’hemennoù hag urzhioù an Aotrou en un doare divlam.


Jeshurun a zo deuet da vezañ lart hag en deus rebarbet. Deuet out da vezañ lart, tev ha kuilh! Dilezet en deus an Doue en deus graet anezhañ, disprizet en deus roc'h e silvidigezh.


Lavaret en deus: Kuzhat a rin va dremm outo, hag e welin penaos e vo o diwezh, rak ur rummad fall ez int, mibien diskredik.


An Doue a beoc’h, hag en deus degaset en-dro a-douez ar re varv mesaer bras an deñved dre wad an emglev peurbadus, hon Aotrou Jezuz,


An emglev kentañ en doa ivez eta gourc’hemennoù diwar-benn al lid doueel hag ar santual douarel.


Mar torrit emglev an AOTROU ho Toue, an hini en deus gourc'hemennet deoc'h, ma kit da servijañ doueoù all ha da stouiñ dirazo, fulor an AOTROU en em dano a-enep deoc'h, hag e varvot buan diwar ar vro vat en deus roet deoc'h.


Jozue a reas un emglev gant ar bobl en deiz-se, hag e roas dezho reolennoù ha barnedigezhioù e Sichem.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan