Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 24:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 An douar a zo e kañv ha faezh, ar bed a zo mantret ha faezh, pobloù brasañ an douar a zo mantret.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 24:4
12 Iomraidhean Croise  

En deiz-se an AOTROU a gastizo arme an nec'h, a zo en nec'h, ha rouaned an douar, a zo war an douar.


An douar a vo goullonderet holl, ha lakaet holl er skrapadeg, rak an AOTROU en deus lavaret ar gomz-se.


Gwalleur da gurunenn lorc'hus mezvierien Efraim, d'ar bleuñv gweñvet a zo e wiskamant kaerañ hag a zo a-us da draonienn strujus an dud mezevellet gant gwin.


He dorojoù a huanado hag a vo er c'hañv, ha, glac'haret, ec'h azezo d'an douar.


An douar a zo e kañv ha faezh, al Liban a zo mezhek hag izelaet, Saron a zo deuet evel ul lanneg distro, Basan hag ar C'harmel a zo brañsellet.


Deuet omp holl da vezañ evel un den dic'hlan, hag hon holl reizhder evel un dilhad saotret. Goeñvet omp holl evel un delienn, hag hon direizhder hor c'has gantañ evel an avel.


Betek pegeit e vo ar vro er c'hañv ha geot an holl barkeier disec'het en abeg da zrougiezh an dud a zo o chom enni? Al loened hag al laboused a zo distrujet, rak ar re zrouk o deus lavaret: Ne welo ket hon dibenn.


En abeg da-se e vo e kañv an douar, hag e vo du an neñvoù d'an nec'h, rak em eus lavaret, em eus graet va mennozh, ne'm eus ket keuz, ha ne zislavarin ket.


Hentoù Sion a zo e kañv, rak den ne zeu ken d'ar gouelioù. Hec’h holl zorojoù a zo didud, hec'h aberzhourien a huanad. He gwerc'hezed a zo glac’haret, hag hi a zo leuniet a c'hwervoni.


Setu perak e kañvaouo ar vro, hag hec'h holl dud a hirvoudo, gant loened ar parkeier ha laboused an neñvoù. Pesked ar mor zoken a varvo.


Ar parkeier a zo gwastet, an douar a zo e kañv, rak ar gwinizh a zo gwastet, ar gwin a zo aet da hesk, hag ez eus diouer a eoul.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan