Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 24:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Ne chom nemet glac'har e kêr, an nor a gouezh a-dammoù dindan an taolioù.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 24:12
12 Iomraidhean Croise  

Yud, dor! Garm, kêr! Bez holl er spouron, douar ar Filistined! Rak eus an hanternoz e teu ur moged, pep hini o terc'hel e renk ennañ.


Ar palez a vo dilezet, ar gêr drouzus a vo dilaosket, ar grec'hienn hag an tour a vo evel kevioù da viken, an ezen gouez a c'hoario enno, an tropelloù a beuro enno,


Met ar goadeg a vo diskaret dindan ar grizilh, ha kêr a vo izelaet-kenañ.


Mont a rin dirazout, hag ec'h eeunin an tosennoù, e torrin an dorojoù arem, e frikin ar sparloù houarn.


Hag e rin eus Jeruzalem dismantroù, eno e vo toulloù evit an aourgon, treiñ a rin kêrioù Juda e lec'hioù dilaosket, hep den o chom enno.


Penaos ez eo azezet hec'h-unan ar gêr ken poblet! An hini a oa bras e-touez ar broadoù a zo evel un intañvez. An hini a oa un itron e-touez ar proviñsoù a zo deuet un druajadez.


Hentoù Sion a zo e kañv, rak den ne zeu ken d'ar gouelioù. Hec’h holl zorojoù a zo didud, hec'h aberzhourien a huanad. He gwerc'hezed a zo glac’haret, hag hi a zo leuniet a c'hwervoni.


He dorojoù a zo sanket en douar, distrujet ha torret en deus ar prennoù. He roue hag he fennoù a zo e-touez ar broadoù, al lezenn n'emañ ken. Ar brofeded zoken n'o deus gweledigezh ebet a-berzh an AOTROU.


en abeg da venez Sion hag a zo glac'haret, ken e pourmen al lern warnañ.


Rak plac'h Marod a zo en enkrez diwar-benn he mad, peogwir e tiskenn an droug a-berzh an AOTROU betek dor Jeruzalem.


Rak he gouli a zo dibareüs, mont a ra betek Juda, tapout a ra betek dor va fobl, betek Jeruzalem.


Pa glevas ar roue kement-se, e savas droug ennañ hag, o vezañ kaset e soudarded, e lakaas da vervel al lazherien-se hag e tevas o c’hêr.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan