Astenn a rin war Jeruzalem kordenn Samaria ha kordenn-rezañ ti Akab, hag e naetain Jeruzalem evel ma vez naetaet ur skudell, a zo hejet-dihejet goude bezañ bet naetaet.
Rak ar gêr greñv a vo glac'haret, ar chomlec'h a vo dilezet, dilezet evel ur gouelec'h, eno e teuio al leue da beuriñ, eno e c'hourvezo, hag e tebro ar brankoù a vo ennañ.
Tud fall ez oc'h! Ar poder, hag e vo doujet evel ar pri? Hag e lavaro un oberenn diwar-benn an hini en deus he graet: N'en deus ket graet ac'hanon? Hag e lavaro an dra stummet diwar-benn an hini en deus he stummet: Ne anavez netra?
E pep lec'h ma tremeno ar wialenn, ha ma he lakaio an AOTROU da gouezhañ warnañ, e vo klevet an taboulinoù hag an telennoù; stourm a raio outañ gant e zorn astennet.
degas a rin anezhi en glac'har, ne vo ken troc'het na palaret, an drez hag ar spern a gresko enni, gourc'hemenn a rin d'ar c'houmoul, chom hep lezel ar glav da gouezhañ warni.
Al leon a bign er-maez eus e doull, distrujer ar broadoù a zo o kerzhout, deuet eo kuit eus e lec'h, evit ober eus da vro ur glac'har. Da gêrioù a vo distrujet, ha ne vo den o chom enno.
Johanan mab Kareak a gomzas ouzh Gedalia e kuzh e Mizpa, o lavarout: Va lez mont da skeiñ war Ismael mab Netania, hep na ouezo den. Perak e lamfe da vuhez diganit? Perak an holl Yuzevien a zo deuet da'z kavout a vefe stlabezet, hag ez afe da get an nemorant eus Juda?
Israel a zo evel un dañvadez dianket argaset gant al leoned. Da gentañ roue Asiria en deus he debret, ha da ziwezhañ Nebukadnezar roue Babilon en deus torret hec'h eskern dezhi.
Nebukadnezar roue Babilon en deus va debret ha va brevet, va lezet en deus evel ul lestr goullo, va lonket en deus evel un aerouant, leuniet en deus e gof eus va gwellañ traoù, va c'haset en deus.
Ha laka anezhi goullonderet war ar glaou, evit ma tommo ha ma teuio hec'h arem da vezañ devus, ma teuzo en he diabarzh he hudurniezh, ha ma vo kuzumet he mergl.
Un drederenn a zevi en tan e kreiz kêr, pa vo peursevenet deizioù ar seziz; un drederenn a skoi gant ar c'hleze tro-dro dezhi; an drederenn diwezhañ a stlabezi en avel, hag e tennin ar c'hleze war o lerc'h.
El lec'h m'emaoc'h o chom, ho kêrioù a vo gwastet, an uhellec'hioù a zeuio da vezañ distro, en doare ma vo gwastet ha diskaret hoc'h aoterioù, bruzunet ha distrujet hoc'h idoloù, lakaet a dammoù ho peulioù-heol, kaset da netra hoc'h oberennoù.
Kouezhañ a raint dindan troc’h ar c’hleze ha kaset e vint da sklaved e-touez an holl vroadoù. Jeruzalem a vo mac’het gant ar vroadoù betek ma vo peurleuniet amzerioù ar vroadoù.
Ne gavjont ket anezho hag e stlejjont Jason hag hiniennoù eus ar vreudeur dirak ar pennoù-kêr, o krial: An dud-mañ o deus trubuilhet ar bed hag a zo ivez amañ,
An AOTROU a stlabezo ac'hanout e-touez an holl bobloù, adalek penn an douar betek dibenn an douar, hag e serviji eno doueoù all na'z po ket anavezet, na te na da dadoù, koad ha maen.