Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 23:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 AOTROU an armeoù eo an hini en deus divizet ar mennad-se, evit izelaat pep gloar lorc'hus, evit mezhekaat holl re vrasañ an douar.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 23:9
29 Iomraidhean Croise  

Skuilhañ a ra an dispriz war ar briñsed, hag e tiere gouriz ar c'halloudeien.


Skuilhañ a ra an dispriz war ar re vras, hag e laka anezho da gerzhout en ur gouelec'h hep hent.


Ar raned a bigno warnout, war da bobl ha war da holl servijerien.


Setu an Aotrou, AOTROU an armeoù, a ziskar ar brankoù gant nerzh; ar re vrasañ a vo torret, ar re uhelañ a vo izelaet.


Me a gastizo ar bed en abeg d'e fallagriezh, hag ar re zrouk evit o direizhder, lakaat a rin da baouez lorc'h ar re rok, hag e tiskarin balc'hder ar waskerien.


AOTROU an armeoù en deus touet o lavarout: A-dra-sur, evel ma em eus o disklêriet en em gavo an traoù, hag ar pezh am eus divizet a c'hoarvezo:


Eno emañ ar mennad divizet a-enep an douar holl, eno emañ an dorn astennet war an holl vroadoù.


Rak AOTROU an armeoù en deus divizet, ha piv a harzo outañ? E zorn a zo astennet, ha piv a zistroio anezhañ?


An daoulagad rok a vo izelaet, ha lorc'h an dud a vo diskaret, an AOTROU hepken a vo uhelaet en deiz-se.


Rak AOTROU an armeoù en devo e zeiz, a-enep kement a zo lorc'hus ha rok, a-enep kement en em sav, evit e izelaat,


Lorc'h an dud a vo diskaret, ha rogentez ar re vras a vo izelaet, an AOTROU hepken a vo uhelaet en deiz-se.


Kenred da vro evel ur stêr, o merc'h Tarsiz! N'eus ken a ere.


War zouar va fobl e kresko an drein hag an drez, zoken war an holl diez a levenez eus ar gêr laouen.


Va fobl a zo kaset da sklav, dre vank a anaoudegezh, he noblañs a varv gant an naon, hec'h engroez a zisec'h gant ar sec'hed.


Renerien ar bobl-mañ a ziank anezhi, hag ar re a zo renet drezo en em goll.


Evel-henn e komz an AOTROU: Evel-se e vreinin lorc'h Juda ha lorc'h bras Jeruzalem.


hag e lavari: AOTROU, lavaret ec'h eus diwar-benn al lec'h-mañ e vo distrujet, en doare na chomo ennañ na den na loen, met ma vo ur gouelec'h da viken.


Bremañ eta, me Nebukadnezar a veul, a uhela hag a ro gloar da Roue an neñvoù, a zo reizh e holl oberennoù hag eeun e hentoù. Eñ a c'hell izelaat ar re a gerzh gant lorc'h.


Setu, da lakain da vezañ bihan e-touez ar broadoù, disprizet-meurbet e vi.


Rak setu e teu an deiz gwrezus evel ur forn; hag an holl re lorc'hus hag an holl re a ra an droug a vo evel plouz. An deiz-se a zo o tont hag o entano, eme AOTROU an armeoù, ha ne lezo ganto na gwrizienn na skourr.


evit ober an holl draoù en deus da zorn ha da guzul merket a-raok da zleout bezañ graet.


Ennañ ivez eo ez omp deuet da vezañ heritourien, o vezañ bet raktonket hervez an diviz eus an hini a ra an holl draoù hervez ma tere ouzh e volontez,


hervez ar soñj graet gantañ a bep amzer, en deus oberiet e Krist Jezuz hon Aotrou,


Er c’hontrol e ro ur c’hras vrasoc’h. Dre-se, ar Skritur a lavar: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiñ a ra gras d’ar re uvel.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan