Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 23:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Piv en deus divizet an traoù-se a-enep Tir, ar gêr a lodenn ar c'hurunennoù, a oa pennoù-bras he marc'hadourien, ha re vrasañ an douar he c'henwerzherien.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 23:8
11 Iomraidhean Croise  

rak e lavar: Va friñsed, ha n'int ket holl kement a rouaned?


Penaos e rafes evit kas war-dreñv an disterañ gouarnour eus servijerien va mestr pa fiziez en Ejipt, evit ar c'hirri hag ar varc'hegerien?


Hag e laerint da binvidigezhioù, hag e preizhint da varc’hadourezh, hag e freuzint da vogerioù, hag e tiskarint da diez a blijadur. Hag e taolint kuit da vein, da brennoù ha da zismantroù e-kreiz an doureier.


Da varc'hadourien a zo niverusoc'h eget stered an neñv; mont a ra er-maez ar biskoul, hag e nijont kuit.


Tir he deus savet ur c'hreñvlec'h dezhi hec'h-unan, dastumet he deus arc'hant evel poultr hag aour evel fank ar straedoù.


Sklêrijenn al lamp ne lugerno ken ennout, ne vo klevet ken ennout na mouezh an ozhac’h na mouezh ar wreg yaouank, rak da varc’hadourien a oa re vras an douar hag an holl vroadoù a zo bet touellet gant da strobinelloù.


dre-se, en un hevelep deiz, e teuio he goulioù: ar marv, ar c’hañv hag an naonegezh, hag e vo devet gant an tan. Rak galloudek eo an Aotrou Doue a varn anezhi.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan