Rak ar roue en doa war vor listri Tarsiz gant listri Hiram, hag ur wech bep tri bloaz, e teue en-dro listri Tarsiz da zegas aour, arc'hant, olifant, marmouzien ha pauned.
Rak batimantoù ar roue a yae da Darsiz gant servijerien Huram, hag ur wech bep tri bloaz, e teue en-dro batimantoù Tarsiz da zegas aour, arc'hant, olifant, marmouzien ha pauned.
Emañ an inizi en gortoz ac'hanon, listri Tarsiz da gentañ, evit degas da vibien a-ziabell gant o arc'hant hag o aour, abalamour da anv an AOTROU da Zoue ha da anv Sant Israel en deus roet gloar dit.
Rak evel-henn en deus lavaret an AOTROU, Doue Israel, din: Kemer eus va dorn an hanaf-mañ a win a gounnar, ha ro dioutañ da evañ d'an holl bobloù ma ez kasin etrezek enno.
An deiz a zeu evit distrujañ an holl Filistined, evit lemel eus Tir hag eus Sidon kement hini a vano d'o skoazellañ, rak an AOTROU a ya da zistrujañ ar Filistined, nemorant enez Kaftor.
Listri Kitim a zeuio a-enep dezhañ, hag e vo digalonekaet, hag e tistroio, hag e fuloro a-enep an emglev santel. Oberiañ a raio hag e tistroio, hag en em glevo gant ar re a zilez an emglev santel.
Met Jonaz a savas evit tec'hout da Darsiz, pell diouzh dremm an AOTROU. Diskenn a reas da Jafo, hag e kavas ul lestr a yae da Darsiz. Paeañ a reas e dreizh, hag ez eas enni evit mont ganto da Darsiz, pell diouzh dremm an AOTROU.
Gwalleur dit, Korazin! Gwalleur dit, Betsaida! Rak ma vije bet graet e Tir hag e Sidon ar mirakloù a zo bet graet ennoc’h, pell zo e vijent kaout keuz, o kemer ar sac’h hag al ludu.