Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 22:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Rak un deiz a drubuilh eo, a zistruj hag a spont a-berzh an Aotrou, AOTROU an armeoù, e traonienn ar gweledigezhioù; diskaret eo ar voger, hag e vez klevet er menez kriadennoù a estrenvan.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 22:5
22 Iomraidhean Croise  

Hag e lavarjont dezhañ: Evel-henn e komz Ezekiaz: An deiz-mañ a zo un deiz a enkrez, a gastiz hag a zismegañs. Rak ar vugale a zo deuet betek ar poent da vezañ ganet, met n'eus ket a nerzh da wilioudiñ.


Hag holl arme ar Galdeiz, a oa gant penn ar warded, a ziskaras ar mogerioù a oa en-dro da Jeruzalem.


Ar rederien a hastas buan war c'hourc'hemenn ar roue, hag an urzh a voe ivez embannet e Suza ar gêrbenn. E-pad ma oa ar roue hag Haman azezet da evañ, kêr Suza a oa mantret.


Kas a rin anezhi a-enep ur vroad pilpous, hag e roin dezhi ur garg a-enep pobl va c'hounnar, evit skrapat, evit preizhata, evit mac'hañ anezho evel fank ar straedoù.


Diougan diwar-benn traonienn ar gweledigezhioù. Petra 'zo ganit, pa'z eo pignet da holl bobl war an toennoù?


Rak dorn an AOTROU en em lakaio war ar menez-mañ, ha Moab a vo mac'het dindanañ, evel ma vez mac'het ar plouz en ur poull teil.


Hag e lavarjont dezhañ: Evel-henn e komz Ezekiaz: An deiz-mañ a zo un deiz a enkrez, a gastiz hag a zismegañs. rak ar vugale a zo deuet betek ar poent da vezañ ganet, met n'eus ket a nerzh da wilioudiñ.


Bremañ eta e teskin deoc'h ar pezh a fell din ober da'm gwinienn: Lemel a rin he garzh kuit hag e vo peuret, diskar a rin he moger hag e vo mac'het,


Bet on va-unan o jaodriñ er waskell, hag a-douez ar pobloù hini ebet ne oa ganin. O mac'het em eus em c'hounnar, o bruzunet em eus em fulor, o gwad en deus strinket war va dilhad ha mastaret em eus va holl wiskamantoù.


Mac'het em eus ar pobloù em c'hounnar, o mezvet em eus em fulor, lakaet em eus o gwad da redek war an douar.


Siwazh! An deiz-se a zo bras, ha n'eus ket bet unan heñvel outañ. Un amzer a enkrez eo evit Jakob, met dieubet e vo diouti.


Hec'h enebourien a zo lakaet da bennoù, ar re a gasa anezhi a ra berzh. Rak an AOTROU en deus hec'h enkrezet en abeg d'he fec'hedoù niverus. He bugaligoù a zo aet dalc'het dirak an enebour.


An Aotrou en deus distrujet, didruez, holl lec'hioù plijus Jakob. Diskaret en deus, en e fulor, kreñvlec'hioù merc'h Juda, o zaolet en deus d'an douar. Disakret en deus ar rouantelezh hag he fennoù.


An AOTROU en doa graet e vennozh, distrujañ moger merc'h Sion. Astennet en deus ar gordenn warni ha n'en deus ket lamet e zorn a-raok bezañ he gwastet. Lakaet en deus e kañv an harz hag ar voger, a-gevret e klemmont.


Da dro a zo deuet, annezad ar vro! Ar mare a zo deuet, an deiz a dosta, deiz a spouron, ha ne vo kriadenn ebet war ar menezioù.


Uhellec'hioù Aven, pec'hed Israel, a vo distrujet. Ar spern hag an askol a gresko war o aoterioù, hag e lavarint d'ar menezioù: Goloit ni! ha d'ar c'hrec'hiennoù: Kouezhit warnomp!


An hini gwellañ anezho a zo evel un drezenn, an hini eeunañ a zo gwashoc'h eget ur c'harzh-spern. Dont a ra an deiz diouganet gant da c'hedourien, deiz da gastiz, ha neuze e vint er vezh.


Un deiz a gounnar eo an deiz-se, un deiz a dristidigezh hag a anken, un deiz a zistruj hag a c'hlac'har, un deiz a deñvalijenn hag a zic'houloù, un deiz a goabr hag a vrumenn,


neuze ar re a vo e Judea, ra dec’hint war ar menezioù,


Neuze en em lakaint da lavarout d’ar menezioù: Kouezhit warnomp! ha d’ar krec’hiennoù: Goloit ac’hanomp!


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan