Ha bremañ, abaoe ur pennad, an AOTROU hon Doue en deus graet trugarez deomp, hag ez eus manet ur restad ac'hanomp oc'h achap; roet en deus deomp un degemer en e lec'h santel, evit ma sklêrijenno hon Doue hon daoulagad, ha ma roio deomp un tamm buhez en hor sklavelezh.
Rak ar Yuzev Mardoke a voe an eil goude Asueruz, hag e voe bras e-touez ar Yuzevien, plijus d'e vreudeur niverus, o klask mad e bobl hag o komz evit eurvad e holl ouenn.
Mar tavez en amzer-mañ, sikour ha silvidigezh a savo eus ul lec'h all bennak, met te ha ti da dad a yelo da get. Ha piv a oar ha n'eo ket evit un amzer evel houmañ ez out deuet d'ar rouantelezh?
En deiz-se, eme AOTROU an armeoù, an tach lakaet en ul lec'h sur a vo tennet, lamet e vo kuit hag e kouezho, hag ar samm a zouge a vo distrujet, rak an AOTROU en deus komzet.
Adsevel a ra ar paour eus ar poultr, tennañ a ra an ezhommeg diwar an teil, evit e lakaat da azezañ gant ar briñsed, hag e ro dezo da hêrezh un tron a c'hloar. Rak peulioù an douar a zo d'an AOTROU , ha lakaet en deus warno ar bed.